Emyr Llydaw a oa roue Breizh (Llydaw e kembraeg) en amzer ar Roue Arzhur hervez ar mojennoù kembraek kozh.
Krediñ a reer ez eus amañ un anv boutin, hag en anv 'emyr' e weler 'ymerodr', da lavarout eo roue, evel emir en arabeg, ma soñjer, e Kembre evit-doare, e oa un titl boutin roet da roue Breizh.
Bugale
E-touez e vugale, hervez an dihelloù kembraek, emañ:
- Hywel fab Emyr Llydaw, keneil d'ar roue Arzhur,
- Gwen Teir Bron
- Alan Fergant.
Hervez Historia Regum Britanniae Jafrez Menoe, e roas Emrys Wledig (Ambrosius) harp da Uthr Bendragon goude dezho tec'hel da Vreizh.
Levrlennadur
- Rachel Bromwich (gol.), Trioedd Ynys Prydein (Caerdydd, adembannadur 1991). Pajenn 346-7.
Orin ar pennad
Troet diwar bennad ar wikipedia kembraek.
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.