Kevredigezh ar gerent o deus bugale e klasoù divyezhek brezhoneg-galleg ar skolioù kristen e Breizh e oa Dihun. 4 971 skoliad a oa enne e miz Gwengolo 2013. E 2020 eo bet krouet Divaskell Breizh war he lerc’h[1].
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
E 1989 e oa krog ar seurez Anna-Vari Arzur e bro Leon ha Yannig Baron e bro Gwened da glask digeriñ ar skolioù kristen d'ar gelennadurezh divyezhek brezhoneg-galleg. Diwar o labour pennek e voe digoret ur c'hlas divyezhek e skol Sant-Gwenn e Gwened gant 29 bugel hag ur c'hlas divyezhek all e Gwiseni d'an distro-skol 1990. D'ar 26 a viz Here e voe fiziet dezvadoù Dihun-56 e prefeti ar Mor-Bihan. E miz C'hwevrer 1993 e teuas Dihun Penn-ar-Bed da vezañ ur gevredigezh kerent hag e miz Mezheven 1993 e voe krouet Dihun-Breizh.
E 2006 en deus ranket ar prezidant Yannig Baron ober yun evit diskouez pegen drouklaouen e oa ar gevredigezh gant enebiezh renerezh ar skolioù katolik ouzh mont war-raok ar c'helenn brezhoneg. War a seblant e vije deuet a-benn da lakaat ar renerien da blediñ da vat gant ur c'helenn ne oant ket gwall nec'het gantañ a-raok. Da vihanañ eo evel-se eo bet kinniget an danevelloù embannet e dibenn ar yun.
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.