From Wikipedia, the free encyclopedia
Devezh Frankiz Sikulia pe Day of Szekler Freedom pe c'hoazh Székely Szabadság Napja zo un devezh lid aozet d'an 10 a viz Meurzh bep bloaz gant tud Sikulia ( Szeklerland, e-kreiz bro Roumania). D'an devezh-se e vez kanet e-leizh ar ganaouenn Székely Himnusz, kan broadel Sikulia.
Ar strollad a urzh Devezh Frankiz Sikulia a vez graet Székelyföldért Társaság (Aozadur evit dieubidigezh bro Sikulia) anezhañ hag o kaout György-Mózes Árpád da zanvez prezidant. Ul lod ez eo eus ar Székely Nemzeti Tanács (Kuzul Broadel ar Sikuled)
Strolladoù Hungariz all dre ar bed a ro harp da devezh Frankiz Sikulia evel Kengevredad broadel Hungariz ar C'hanada (The National Alliance of Hungarians in Canada)[1],
Muioc'h-mui e emled an devezh-se gant an Hungariz e Hungaria met ivez dre ar bed holl a-benn goulenn an emrenerezh ledan paneveken an adstagañ d'ar vamm-vro[2].
Al led n'ed eo ket nemetken en bro Sikulia hag ar vamm-vro[3] met ivez war zu ar vroioù estren en Europa ar c'hôrnog paneveken e broioù estren d'ar c'hevandir europaat.
Sevel a ra tabut etre bro Roumania ha bro Hungaria war an dachenn bolitikel war kudenn Sikulia[4].
Viktor Orbán er bloavezh 2014 a zo savet evit reiñ harp da frankiz bro Sikulia (1,2 million a hungariz), betek mont da reiñ e harp d'an holl Hungariz ledet dre[5]:
An dra-se a zo gwelet gant pennoù ar vroioù tro-dro ha plantet e kaozioù Orbán evel un diskleriadur kreñv, impalaeriel, hag harpet gant bro Rusia.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.