From Wikipedia, the free encyclopedia
Daniil Vyacheslavovich Kvyat (Дании́л Вячесла́вович Квят, IPA: [dɐnʲiˈil vʲɪtɕɪˈslavəvʲɪtɕ kvʲat], bet ganet d'ar 26 a viz Ebrel 1994 en Oufa) a zo ur blenier redadegoù kirri a red e Formulenn 1 e 2014. Ezel eus ar Red Bull Drivers Developement eo bet dibabet gant eil skipailh Red Bull Toro Rosso evit redek ganto e 2014 o erlec'hiañ Daniel Ricciardo aet da Red Bull Racing. Kampion GP3 Series 2013 eo.
En Aostralia, da-geñver Priz Bras digoradur ar c'houlzad, emañ Daniil Kvyat en eizhvet plas. Pa oa bet echuet an 9vet redadeg a-dreñv e genskipailher Jean-Éric Vergne e oa deuet da vezañ, pa oa 19 vloaz, 10 miz ha 18 devezh, ar. Ur poent nevez a oa bet roet gant Kvyat e-pad ar Priz Bras war-lerc'h, e Malaysia. Da-geñver ar Priz Bras kentañ, e Melbourne, emañ Daniil Kvyat e trizekvet plas er renk Elo.
Goude e bemp redadeg kentañ gant skipailh Aostria n'en deus Kvyat enskrivet nemet pemp poent ha gounezet en deus pempvet plas er c'hampionad. Echuiñ a reas neuze an navvet plas e Kanada, ha goude-se e-maez ar poentoù en Aostria a-raok ur c’hwec’hvet plas e Breizh-Veur. Aet e oa ar maout gantañ e Priz Bras Hungaria, aet kuit eus ar seizhvet plas, ha dont a reas da vezañ an eil sturier rusian o pignat war ur podiom[1].
Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1 |
Red Bull | Ferrari | Mercedes | Alpine | McLaren | Alfa Romeo | Aston Martin | Haas | AlphaTauri | Williams |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
33 Verstappen 11 Pérez |
55 Sainz 16 Leclerc |
44 Hamilton 63 Russell |
10 Gasly 31 Ocon |
4 Norris 81 Piastri |
77 Bottas 24 Zhou |
14 Alonso 18 Stroll |
27 Hülkenberg 20 Magnussen |
22 Tsunoda 21 de Vries |
23 Albon 2 Sargeant |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.