From Wikipedia, the free encyclopedia
Cribrarula gaskoini a zo unan eus an daouzek spesad a vez renket er genad Cribrarula e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin divoutin a vev en inizi Hawaii er Meurvor Habask an hini eo.
| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor Gaskoin | |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Cribrarula | ||
Anv skiantel | |||
Cribrarula gaskoini (Reeve,1846) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Diskrivet eo bet ar spesad gant Reeve e 1846 dindan an anv genad Cribrarula hag hini ar spesad Cribrarula gaskoin[2],[3].
Roet eo bet anv ar spesad gaskoini en enor dan Ao. J. S. Gaskoin, dastumer kregin a vro Saoz (1790-1858).
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Cribrarula gaskoini bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
N'eus isspesad ebet a zo bet diskrivet evit ar poent.
Kregin divoutin a vez kavet war an aod vev betek 50 m donder dindan hag e-barzh koural an hini eo.
Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 15 mm ha 25 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 10 mm pe ramz betek 30 mm.
Spesadoù all ar genad Cribrarula gant livioù damheñvel ha dreist-holl Cribrarula cumingii, Cribrarula catholicorum ha Cribrarula taitae .
Lec'h bevañ ar spesad a zo en inizi Hawaii er Meurvor Habask .
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.