Colt Official Police

From Wikipedia, the free encyclopedia

Colt Official Police

Ar Colt Official Police, gwerzhet dindan an anv Colt Army Special eus 1908 betek 1927[1], a zo ur revolver un-ober/daou-ober, dezhañ ur vent etre, produet etre 1908 ha 1969 gant an embregerezh stadunanat Colt.

Fedoù berr-ha-berr Kinnig, Bro orin ...
Colt Official Police
Thumb

Ur revolver Colt Official Police kambret e .32-20
Kinnig
Bro orin Stadoù-Unanet Amerika
Doare Revolver un-ober/daou-ober
Kalibr .38 Special
.22 Long Rifle
.32-20 Winchester
.38-200
.41 Long Colt
Saver Colt
Bloavezh krouidigezh 1907
Mare produiñ 1908 - 1969
Niver produet Ouzhpenn 750.000
Pouez ha muzulioù
Pouez 1 kg
Hirder 292 mm
Hirder ar c'hanol 4', 5' pe 6' (102, 127 pe 157 mm)
Perzhioù teknikel
Endalc'h Taboulin 6 tenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B
Serriñ

Istor

E 1908 e kinnigas Colt ur revolver nevez, dezhañ ur blatinenn daou-ober, hag un daboulin c'hwec'h tenn kambret evit kartouchennoù .38 Special ijinet un nebeud bloavezhioù a-raok. Army Special e voe anvet da gentañ evit klask gounid marc'hadoù en armeoù, met dont a reas an arm da vezañ poblekoc'h e meteier ar polis kentoc'h. E 1927, pa oa splann e oa ar pistolennoù o kemer plas ar revolverioù e armeoù ar bed, Colt a zivizas adenvel an arm Official Police. Stummoù all eus ar revolver a voe kinniget, evel an hini e .32-20 gouestlet d'an dud a veve war ar maez e Norzhamerika, pe ur stumm e .22 Long Rifle, dezhañ ur c'hanol 6 meutad hepken[2].

E-pad an Eil Brezel-bed e prenas ar Stadoù-Unanet 49.000 skouerenn eus ar Colt Official Police, en ur stumm marc'hadmatoc'h, 4 meutad e ganol ha simplaet elfennoù 'zo evel e blakennoù-dornikell hag e aremennañ. Produet e voe etre 1942 ha 1943 dindan anv anv Colt Commando[3]. Pourveziet e voent dreist-holl da ekipajoù kirri-nij an USAAF, ha lod anezhe a voe harzlammet da emsavioù rezistañs Frañs pe broioù all[4].

Ouzhpenn 750.000 skouerenn eus ar Colt Official Police ha deus e adstummoù zo bet produet en holl[5].

Daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.