From Wikipedia, the free encyclopedia
Christian Wilhelm Walter Wulff (ganet d’an 19 a viz Mezheven 1959 en Osnabrück) zo ur politikour alaman eus ar strollad CDU. Alvokad eo eus e vicher. E penn gouarnamant Niedersachsen e oa etre 2003 ha 2010. Prezidant Alamagn e oa bet eus Mezheven 2010 betek C'hwevrer 2012. Gant Bettina Wulff eo dimezet.
D’an 30 a viz Mezheven 2010 e oa bet dilennet da brezidant republik Alamagn, en trede tro. E dibenn 2011 e voe liammet e anv ouzh hini Egon Geerkens, hag eñ den a afer eus Saks-Izel. E miz C'hwevrer 2010 e lavaras Wulff el Landtag n'en doa liamm ebet gant Geerkens. Koulskoude en doa bet ar c'houblad gwir da gaout un amprest a 500 000 euro digant Edith Geerkens, ha hi gwreg Egon. Nepell goude en doa lakaet Wulff an amprest prevez-se da vezañ un amprest bank boutin[1]. E penn-kentañ 2012 e voe kaoz eus an afer en-dro. Gant kazetennerien Bild e voe embannet e oa bet Wulff e darempred gant Friede Springer (kenlodegez pennañ Axel Springer Verlag), hag ivez gant prezidant kuzul-ren an embregerezh hag ar pennskrivagner, evit ma chomfent hep embann titouroù nevez war an afer. Hervez tud Die Welt, perc'hennet gant Springer ivez, en dije goulennet gant unan eus kazetennerien Die Welt dont d'un emgav e kastell Bellevue[2].
Klemm a voe graet, ha neuze e voe boulc'het un enklask gant lez-varn Berlin[3]. D'ar 16 a viz C'hwevrer 2012 e voe embannet gant lez-varn Hannover e oa bet dastumet elfennoù a-walc'h da embann e oa perzh Wulff en un afer fellerezh. Goulennet e voe neuze gant dilennidi ar Bundestag tennañ e zivec'h digant Wulff[4]. En deiz war-lerc'h e roas Wulff e zilez[5].
En e raok: Sigmar Gabriel |
Ministr-prezidant Niedersachsen Meurzh 2003 – Mezheven 2010 |
War e lerc'h: David McAllister |
En e raok: Horst Köhler |
Prezidant Alamagn Mezheven 2010 – C'hwevrer 2012 |
War e lerc'h: Joachim Gauck |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.