From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Bugaled Breizh a zo ur vag-roueder eus Loktudi, Penn-ar-Bed (karter mor ar Gelveneg). Mont a reas d'ar strad d'ar 15 a viz Genver 2004 hag ar 5 martolod a oa en he bourzh a varvas en darvoud-se.
Ar vag-roueder-se a 24 m hirder dezhi, bet savet e chanter CBS Belz (Morbihan) e 1986, a zo aet d'ar strad a-vaez d'ar c'hKab Lizard (penn mervent Breizh-Veur) d'ar 15 a viz Genver 2004 da 12e25 UTC. Ar vag pesketa perc'hennet gant Michel Douce, paramantour hag artizan-pesketaer, he deus kaset ganti d'ar strad ar 5 martolod a oa e bourzh : Yves Gloaguen, Georges Lemétayer, Pascal Le Floch, Patrick Gloaguen, Eric Guillamet.
Er sizhunvezhioù kentañ goude ar gwallzarvoud e oa bet kinniget meur a zisplegadenn evit ar peñse.
Un nebeud eurvezhioù goude ar peñse e vez embannet ur gemennadenn gant prefeti ar mor evit kelaouiñ e oa ur bleustradeg listri-spluj AFNA tro-war-dro ar zonenn beñse. Met al lestr-spluj tostañ (al lestr-spluj izelvroat Dolfjin[1] hag a zo bet kempennet evit kudennoù souezhus[2]) a oa, hervezo, 20 km alese d'an nebeutañ.
Bremañ eo tezenn ul lestr-spluj saoz eo a vez klasket ha gwir e vefe ha kement-se goude un diviz graet e miz Gouere 2010 gant lez-galv Roazhon.
Levrioù
Kazetennoù
Skinwel
Kanaouennoù
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.