Bretteville-sur-Laize a zo ur gumun eus departamant gall Calvados e Bro-C'hall. Pennlec’h Kanton Bretteville-sur-Laize eo.
Ur pennad Bretteville zo ivez.
Kumunioù Bro-C’hall | |
---|---|
Anv | Bretteville-sur-Laize |
Skoed | |
Lec'hiadur Bretteville-sur-Laize e Kanton Bretteville-sur-Laize hag en Arondisamant Caen | |
Riez | Bro-C'hall |
Rannvro | Normandi |
Departamant | Calvados |
Bro hengounel | |
Arondisamant | Caen |
Etrekumuniezh | Communauté de communes du Cingal |
Kanton | Pennlec’h Kanton Bretteville-sur-Laize |
Kod INSEE | 14100 |
Kod post | 14680 |
Maer | Bruno François |
Amzer-gefridi | 2008-2014 |
Gorread | 9,68 km² |
Led | 49° 02' 45" Norzh |
Hed | 00° 19' 26" Kornôg |
Uhelder kreiz | .. m |
Uhelder bihanañ | 38 m |
Uhelder brasañ | 130 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 1 642 (2010) |
Stankter | 169 a./km² |
Lec'hienn ar gumun | |
Istor
XIXvet kantved
- E-pad nozvezh ar 6 a viz Even 1832 e voe distrujet ul lodenn ag ar vourc'h gant un tangwall[1].
XXvet kantved
- goude emgannoù start etre ar Re Gevredet, Kanadianed ha Breizhveuriz, ouzh an Alamaned e voe peurzieubet Bretteville d'an 20 a viz Eost;
- 34 den nann-soudard hervez ar CNRS, 48 hervez "Ouest-France", a varvas abalamour d'ar brezel e Bretteville;
- 1944: bombezet e voe Bretteville gant ar Re Gevredet e-pad Emgann Normandi, d'an 10 a viz Even, 25 den nann-soudard a varvas abalamour d'ar vombezadeg; bombezet e voe en-dro d'an 18 a viz Gouere, pevar den a varvas d'an deiz-se hag unan un tammig war-lerc'h[2]; distrujet e voe an ti-post, ar maerdi, an archerdi, ar skolioù ha tiez all er vourc'h[3];
- 1945: lazhet e voe daou zen nann-soudard e miz Eost gant dafar-tarzh ha daou all gant ur vinenn e miz Kerzu
[4].
Monumantoù ha traoù heverk
- Iliz katolik Intron Varia Quilly[5].
- Abati Barbery.
- Kastell Quilly[6].
Bered ar C'hommonwealth: Bretteville-sur-Laize Canadian War Cemetery
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
Aostralia | 4 |
Kanada | 2 792 |
Rouantelezh-Unanet | 74 |
Zeland-Nevez | 1 |
Hollad | 4 648 |
Ur vered eus an Eil brezel-bed eo[7].
Dezougen
- Al linenn hent-houarn eus Caen da Falaise eus Hentoù-houarn Calvados a servijas ar gumun adalek 1902 betek 1932.
Douaroniezh
Emdroadur ar boblañs 1962-2010
Niver a annezidi
Melestradurezh
Tud
Liammoù diavaez
Notennoù ha daveoù
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.