Barrett M82

From Wikipedia, the free encyclopedia

Barrett M82

Ar Barrett M82 zo ur fuzuilh damaotomatek enepdafar savet e 1980 gant Ronnie Barrett. Implijet e vez gant arme Stadoù-Unanet Amerika ha meur a vro all abaoe fin ar bloavezhioù 1980. Savet eo bet tro-dro d'ar gartouchenn c'halloudus .50 BMG, a c'hall toullañ aes ur c'heflusker pe pezhioù kirri-nij da skouer. Implijet e vez ivez evel fuzuilh-resisted evit tizhout enebourien da ouzhpenn 2.000 metr. Un daoubez zo dezhi abalamour d'he fouez uhel (war-dro 14 kg hervez an adstummoù). Ur starderez c'halloudus a gaver ouzh beg he c'hanol evit kempouezañ hec'h argil uhel.[1]

Fedoù berr-ha-berr Kinnig, Bro ...
Barrett M82
Thumb

Barrett M82
Kinnig
Bro Stadoù-Unanet
Doare Fuzuilh-resisted damaotomatek enepdafar hag enepden
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre vorailh
Munisionoù 12,7 × 99 mm
.416 Barrett
Produer Barrett Firearms Manufacturing
Mare sevel 1980
Mare implij Abaoe 1982
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 13,5 kg
Hirder 1.219 mm
Hirder ar c'hanol 737 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 1.800 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 853 m/s
Endalc'h Karger fiñv 5 pe 10 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B
Serriñ

Er sevenadur

  • ur Barrett M82A1 a vez implijet gant ar sniper Bob Lee Swagger er film Shooter (2007)
  • er Film Rambo IV e vez gwelet alies ur sniper oc'h implijout ur Barrett M82

Gwelet ivez

Daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.