Kêr-benn Irak eo Baghdad (en arabeg: بغداد Baġdād diwar ar perseg: بغداد "Roet gant Doue") ar gêr vrasañ er vro-se. Tremen pemp milion a dud a oa o chom enni e 2003 hag unan eus kêrioù pobletañ ar Reter nesañ eo, goude Kaero, Teheran hag Istanbul. War ribl ar stêr Tigris emañ.

Savet e voe e 762 gant ar c’halif Al-Mansur (an Trec'hour), war rivinoù Babilon gozh. Er bloavezh 1258 e c'hoarvezas Emgann Baghdad pa voe distrujet kêr gant ar Vongoled ha lazhet kalif diwezhañ Baghdad. E 1401 e voe distrujet kêr un eil gwech gant Mongoled hag e 1534 e voe aloubet Baghdad gant an Durked. Dindan dalc’h an Impalaeriezh otoman e chomas betek 1917. Er bloavezh 1920 e teuas Baghdad da vezañ kêr-benn Irak, a oa e dalc’h Breizh-Veur da neuze. E-pad Eil brezel ar pleg-mor arab-ha-pers e voe bombezet ha distrujet kalzik gant arme ar Stadoù Unanet.

Gevelliñ



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.