From Wikipedia, the free encyclopedia
Bacchus pe Bakus[1] eo anv doue ar gwin gant ar Romaned, mab da Yaou ha da Semele. Tennañ a ra un tamm d'an doue hellazat Dionysos, met n'eo ket ken pinvidik e bersonelezh evel hini Dionysos: ul lonker eo Bacchus, ha netra ken, doue an debordoù hag an diroll.
Klotañ a rae ivez gant an doue etrusk kozh Liber Pater, ha mesket e veze anvioù an daou zoue hag al lidoù dezhe.
Degouezhout a reas ar c'hiz da azeuliñ an doue hag ar Bachanalia, en Italia war-dro an Eil kantved kent JK. Peogwir e save dizurzh e voe berzet al lidoù gant ar Sened e 186 kent JK.
En amzer an Azginivelezh, pa vo implijet ar mojennoù hellazat eo anv Bacchus hepken a vo adkemeret, evel ma weler en anvioù al livadurioù.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.