From Wikipedia, the free encyclopedia
Pa oa degouezhet ar Spagnoled en Amerika e-kerzh ar XVIvet kantved eo an Azteked o doa savet ar brasañ impalaeriezh bet gwelet biskoazh e Kreizamerika. Mec'hikaed a raent anezho o-unan. Ar boblad chichimek-se a oa deuet ha staliet diwezhat-tre e Mec'hiko, war lez al lenn Tekskoko. En ur ober ur c’hantved, ar Vec'hikaed a reas eus o c'hêrig Tenochtitlan ur gêr veur, mestrez war an « Emglev Tridoubl » galloudus.
Ur meuriadig chichimek e oa an Azteked, gant ur gevredigezh simpl-tre, met d'ar mare ma oa deuet ar Spagnoled e oa deuet renkoù ar boblañs da vezañ luziet-mat met termenet gwelloc'h.
1 | An Tlatoni | An impalaer aztek e oa an Tlatoni. Ren a rae war bep tra, daoust dezhañ bout kelc'hiet gant pevar c'huzul (gouarnamant ha justis, ekonomiezh, brezel ha sonerezh). Den n'en doa ar gwir da sellet outañ en e zaoulagad. Lesanvet e oa "an Hini a gomz" peogwir e kare an Azteked ar prezegennoù brav. |
2 | An Tetecuhtin hag ar Veleien | An aotrouien e oa an Tetecuhtin en urzhaz aztek. |
3 | Ar Pochteca hag ar Vrezelourien | Ar varc'hadourien binvidik e oa ar Pochteca, setu perak o deveze ur renk uheloc'hik er gevredigezh. Bez' e oa ivez ar Vrezelourien, a oa karget da zifenn kêr ha da vrezeliñ ouzh ar c'hêrioù all. |
4 | An Tolteca | An artizaned hag ar varc'hadourien baouroc'h eget ar Pochteca e oa an Tolteca. |
5 | Ar Macehualtin | Al labourerien ordinal hag ar gouerien e oa ar Macehualtin. |
6 | An Tlamaitl ha Tlatlacotin | Ar gouerien dizouar e oa an Tlamaitl, staget e vezent ouzh un dachenn ha na oa ket dezho. Pa veze gwerzhet an dachenn e vezent gwerzhet ganti. Disheñvel diouzh hini served Europa e oa o stad avat, pa ne anerent ket ha pa ne baeent ket tailhoù. Sklaved e oa an Tlatlacotin. Doujetoc'h e vezent eget re Europa, ha kastizet e veze pep direizhder en o c'heñver. Frank e oa o bugale. Aotreet e veze an Tlatlacotin da berc'hennañ sklaved ivez, hag aotreet e vezent d'en em werzhañ. |
Brudet-tre e oa ar c’hoari-se e Merc’hiko a-bezh. Ar pal a oa lakaat ur volotenn gaoutchoug en ur walenn a-blom, staget da 3 metr a-us an douar. Bez' e oa div walenn evel-se, staget penn-ouzh-penn. Evit lakaat ar volotenn da dremen e-barzh e oa ret he zeurel gant an arzorn pe ar glin, arabat e oa avat en ober gant an daouarn pe an treid. Mar kouezhe ar volotenn e veze kastizet ar skipailh a oa faziet. Feuls a-walc’h e oa ar c'hoari. C’hoarvezout a rae alies gwelet ur c’hoarier (atav soudarded) hag a bake ar volotenn en e gof ha kouezhañ, marv war an taol. Relijiel a-walc’h ivez e oa ar c'hoari, peogwir e veze graet klaoustre da bep krogad gant ar c’hoarierien hag ar pinvidigezhioù gounezet a veze strollet da sioulaat an doueed.
Bez' e oa 28 doue(ez) pennañ e relijion an Azteked.
Doueed | Douezed | |
---|---|---|
|
|
|
Luziet ha diaes e oa an hent a ziskenne da ifern ar relijion aztek : er penn-kentañ, an den marv a ranke treuziñ ur stêr zu, heuliet e oa gant ur c'hi hag a ziskoueze dezhañ an hent. Arabat e oa d'ar c'hi-se bezañ gwenn pe du. Mar boa gwenn e c'helle respont : « Mestr, mard on gwenn eo peogwir on bet gwalc'het e-pad pell en dour ha ne'm eus ket c'hoant da vout gwalc'het en-dro ! » ; mar boa du e c'helle lavarout : «Mestr, du on, ne'm gweli ket en dour-se ! » Goude bezañ treuzet ar stêr, an den marv a zileze e gi ha rankout a rae tremen etre daou venez a c'helle stekiñ an eil ouzh egile. Goude-se e ranke pignat war ur menez maen-gwer lemm-tre, treuziñ ur c'hoad stank-kenañ hag a-benn ar fin e ranke tremen en ur park ma oa biroù o kouezhañ warnañ. Hag ouzhpenn, e-pad an holl amprouennoù-se, un naer a nije en e gichen en ur glask debriñ kalon an den marv.
Goude-se e errue an den marv dirak Mictlantecutli ha Mictlanchiuatl, ha rankout a rae reiñ ur maenig-jad a oa e-barzh e veg (ma n'en doa ket e gollet a-raok o huchal dre aon). Kantren didermen a rae an den marv mar ne oa ket bet lakaet un tamm maen-jad en e c'henoù gant e familh.
Kadourien a-feson e oa an Azteked, ha stad sokial ur soudard a greske diouzh e oberoù en emgannoù hag an niver a brizonidi en doa tapet. Bezañ ur "brezelour erer" e oa ar stad uhelañ a c'helled tapout.
Ar soudarded n'o doa harnez houarn pounner ebet, setu e c'hellent fiñval buan hag aes en natur. An arme aztek a oa neuze savet er penn-kentañ a vagadoù skañv ha prim, hag a lamme war o enebourien tapet-berr. Met dilañset e oa an teknik-mañ er brezelioù enep Europiz gant harnez ha armoù houarn.
Soudarded all, anvet "brezelerien jagoar", a veze gwisket gant kroc'hen al loen. Ar re-se e oa al lodenn bounner, solut, eus an arme, gorrekoc'h war an dachenn met desavet da ober ar brezel a-stroll. Implij a raent ur seurt penngod gant ul lavnenn e maen-gwer (tennet diouzh menezhioù-tan) anvet macana, a oa gouest memestra da droc'hañ ur marc'heger hag e marc'h e daou.
An Azteked en em ganne da gemer douaroù ouzhpenn, ha d'ober prizonidi abalamour m'o deveze ezhomm eus tud da aberzhañ d'o doueed.
Eeun e veze o doareoù : ober brezelioùigoù fonnus gant bagadoù skañv d'ober an niver brasañ a brizonidi ; lazhañ pe distrujañ ne oa ket o fal.
|
|
|
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.