From Wikipedia, the free encyclopedia
Avengers (brezhoneg : Veñjerien) a zo ur strollad gourharozed. Embannet eo o zroioù-kaer gant Marvel Comics. Krouet int bet e miz Gwengolo 1963 gant Stan Lee ha Jack Kirby er gelaouenn Avengers #1. Luziet a-walc'h eo istor Avengers peogwir ez eus anezho abaoe 1963. A-hed ar bloavezhioù ez eus bet degaset kemmoù er strollad hag en e izili gant ar senarioourien hag an dreserien.
Krouet e voe Avengers gant Marvel Comics a-benn respont da DC Comics a ginnige ur c'homic ma oa bodet e c'hourarozed pennañ ennañ, Justice League of America e anv. Er skipail orin e kaver
A-benn nevesaat an traoù e voe ouzhpennet elfennoù heverk eus comics Marvel : kudennoù hiniennel an tudennoù. Diwar ar 16vet niverenn e tivizas Stan Lee ouzhpennañ tudennoù a eil renk, ha sed penaos e voe ouzhpennet (Hawkeye, Scralet Witch ha Quicksilver).
A-hed an amzer ez eus bet ouzhpennet izili nevez :
E-pad ar bloavezhioù 1980 e voe krouet ur strollad Avengers nevez en aodaoù kornôg ar Stadoù-Unanet (ar skpailh orin a vez o chom e New York, evel lod brasañ gourharozed Marvel). Liammet e voe istorioù an daou skipailh : Avengers (A) ha West Coast Avengers (WCA) e-pad meur a vloaz. Hawkeye eo a zo e penn strollad ar c'hornôg. D'ar mare-se e voe klokaet an daou skipailh :
Er memes koulz e oa John Byrne e-karg eus West Coast Avengers. Krouiñ a reas ivez Great Lakes Avengers (WCA #46).
E 1995 e c'hoarvezas Avengers : The Crossing & Timeslide, ma voe lazhet pe cheñchet da vat tudennoù' zo evel Iron Man, Wasp ha Hawkeye. E 1996 e c'hoarvezas Onslaught' ma tivizas ar skipailh a-bezh pe dost en em aberzhiñ da saveteiñ an douar. Sed penaos cec'h echuas Avengers vol.1.
Pal Onslaught a oa degas kemmoù evit ma vefe adaozet skipailh Avengers war batrom Heroes Reborn. Rob Liefeld eo a voe lakaet e-karg eus ar raktres. Avengers vol.2 a badas 13 niverenn nemetken, peogwir ne voe ket gwerzhet mat tamm ebet. Kurt Busiek ha George Perez eo a rezas war-dro Heroes Return, ha sed penaos e krogas Avengers vol.3 (1998). D'ar mare-se e voe ouzhpennet izili nevez er strollad : Justice ha Firestar (bet izili New Warriors), Triathlon, Silverclaw, Valet de Cœur, Ant-Man II ha Captain Britain II.
E dibenn 2004 e voe krouet Avengers Disassembled, ma voe divodet ar strollad da-heul marv meur a ezel anezhañ : Thor, Ant-Man II, Vision ha Hawkeye.
New Avengers a voe krouet e 2005 gant ar senarioour Brian Michael Bendis.Er strollad e kaver :
Er memes mare e voe krouet ur skipailh krennarded (Young Avengers), senario gant Allan Heinberg.
Da-heul Civil War e voe rannet ar strollad e daou : ar re a asant an niveradeg (Super-Human Registration Act) gant Iron Man e penn, hag ar re a sav a-enep, kaset gant Captain America. Strollad Iron Man eo a c'hounez ar brezel, ha neuze e krou-eñ ur strollad nevez hag ofisiel anvet Mighty Avengers ma kaver :
Ar re a oa a-enep al lezenn a grou o strollad, anvet Secret Avengers, ma kaver :
Doctor Strange a voe gloazet hag e pellaas diouzh ar strollad, evel ma reas Maya Lopez.
Kenlabour a voe etre Mighty Avengers ha Secret Avengers a-benn stourm ouzh ar Skrulled. En emgann diwezhañ e varvas Janet Van Dyne hag ar re aoa bet tapet gant ar Skrulled a voe dieubet (evel Jarvis ha Hank Pym).
Norman Osborn a brofitas eus an emgann-se evit lakaat diaes Tony Stark hag e strollad. Divodet e voe SHIELD ha skarzhet Tony Stark. Osborn a voe lkaet e penn un aozadur nevez anvet HAMMER.
Daou Avenger nemetken a chomas e strollad Osborn hag a savas Dark Avengers,diwar batrom ar skipialh brudet. Ennañ e kaver gourvilened a laka da grediñ ez int gourharozed ( evel Thunderbolts) :
ha re all o kemer plas Avengers kozh :
E-pad darvoudoù dic'hortoz ha distro Scarlet Witch (Loki e gwirionez) e tivizas izili' zo eus Avengers en em vodañ en-dro, ha sevel a rejont ur strollad nann-ofisiel anvet Mighty Avengers ma kaver :
Sikour a rejont Iron Man ha Hulk a-enep an doue Chton.
E 2002 e voe krouet The Ultimates gant ar senarioour, Mark Millar. Er skipailh e kaver izili ar skipailh orin, renet gant SHIELD. Gwall zisheñvel eo The Ultimates diouzh ar c'homics all. Stag eo ar senario ouzh darvoudoù politikel SUA (da-heul an 11 a viz Gwengolo 2001).
Etre pevar ha dek ezel a vez er strollad. Met e gwirionez ez eus bet kalz gourharozed lakaet da Avenger[1].
Skipailh orin :
Goude-se :
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.