Arya Stark

From Wikipedia, the free encyclopedia

Arya Stark
Remove ads

Arya Stark a zo un dudenn faltaziek en heuliad levrioù epic fantasy George R. R. Martin : A Song of Ice and Fire. Un dudenn pouezus-tre eo, hag an hini nemeti a vez gwelet he savboent en holl levrioù embannet en heuliad. Kinniget evit ar wech kentañ e 1996 el levr A Game of Thrones, Arya a zo merc'h yaouankañ ha trede bugel Lord Eddard Stark hag e wreg Lady Catelyn Stark. Ur raspaotr eo, pennek, kalonek, dizalc'h, ober a ra fae gant an oberezhioù merc'hed hengounel, ha droukvesket e vez alies gant ur paotr. Ober a ra gant ur c'hleze berr anvezet Nadoz, profet dezhi gant he hantervreur, Jon Snow, hag gourdonet eo d'an doare kleizeata "Braavosi" gant Syrio Forel.

Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...
Remove ads
Thumb
Skoed-ardamez an Tiegezh Stark

Arya zo c'hoariet gant an aktourez saoz Maisie Williams e dezneusiadenn HBO ar stirad levrioù, Game of Thrones.[1],[2] He argonad en deus dastumet meuleud ar filmvarnourien, dreist-holl en eil koulzad evit he labour gant an aktour Charles Dance (Tywin Lannister) pa servije anezhañ evel hanafer (servijer gwin)[3] Unan eus an dudennoù deuet ar gwellañ eo el levrioù hag er stirad.[4],[5] Williams a zo bet anvet evit ur Primetime Emmy Award evit Outstanding Supporting Actress in a Drama Series evit he roll er stirad e 2016.[6]. Gant ar peurrest eus aktourien ar stirad eo bet anvet er Screen Actors Guild Awards evit Outstanding Performance by an Ensemble in a Drama Series e 2011, 2013, 2014, 2015, 2016 ha 2017.

Remove ads

Notennoù

Loading content...
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads