Arc'honted Aten
From Wikipedia, the free encyclopedia
Er pep brasañ eus ar c'heodedoù gresian, evel Aten, an archonted (e henc'hresianeg ἄρχοντες, árkhontes[1]) a oa ar vagistrated uhelañ, dezhe kargoù politikel ha kargoù-barn a-bouez.
En Aten
Pa baouezas Aten da vezañ renet gant rouaned (Goude marv Kodros en XIe antved kent J.-K.), e tremenjod eus un arc'hontiezh diarsav, na oa ket gwall zisheñvel diouzh ar vonarkiezh kent (Betek 753 kent J.-K.)[2], d'ur gouarnamant gant tri arc'hont dilennet e-touez ar vrientinelezh, da gentañ evit dek vloaz (arc'hontiezh dekvloaziek, betek 683 kent J.-K.), ha da-c'houde evit ur bloavez hepken. Goude 487 kent J.-K. e voe tennet ar magistradurioù d'ar sord (stoc'hokratiezh) e-touez izili an div rummad kensus uhelañ .
An tri arc'hont a oa :
- An arc'hont eponimos (ἄρχων ἐπώνυμος, árkhôn epốnumos, pe ὁ ἄρχων, ho árkhôn, littéralement « an arc'hont », hep muioc'h a resisadurioù), a roe e anv d'ar bloavezh ha, betek 487, a chomas atav rener ofisiel ar geoded. Edo ar melestradur sivil hag ar barnerezh foran en e garg. Kulator an intañvezed hag ar vinored e oa hag evezhiañ a rae ar breudoù en tiegezhioù.
- An arc'hont-roue (Henc'hresianeg ἄρχων βασιλεὺς, árkhôn basileùs), a gemeras kargoù relijiel ar rouanez kozh. E karg e oa eus al lidoù relijiel kozh ha bleinañ a rae an Areopagos. En e emell e oa an aferioù muntroù hag an torfedoù dizeoliezh. Teurel a rae an arc'hont-roue berzioù relijiel. Ret e oa dezhañ bezañ dimezet.
- An arc'hont polemarc'h (Henc'hresianeg ἄρχων πολέμαρχος, árkhôn polémarkhos) a oa rener an arme da gentañ met koll a reas ar galloud-se a voe roet d'ar strategourien goude 487 kent J.-K., pa voe tennet an arc'hontiezh d'ar sord. Kemer a reas neuze lod eus ar c'hargoù relijiel (Evel al lidoù en enor d'ar soudarded) hag eus ar c'hargoù-barn e-keñver ar re na oant ket keodediz eus Aten (Evezhiañ a rae an holl breudoù liammet gant ar meteged).
Er VIIvet kantved, c'hwec'h thesmothètes (Henc'hresianeg θεσμοθέται, thesmothétai) a voe anvet ingal evel arc'honted ouzhpenn ; kargoù-barn o devoa dreist-holl, ha bleinañ a raent evel arc'honted a bep seurt prosezioù a denne d'an danvez, d'an arc'hant ha d'ar c'henwerzh dreist-holl.
Adalek 457 kent J.-K. e teuas an arc'honted kozh da vezañ izili eus an Aréopage betek diwezh o buhez.
Roll an arc'hontet, eus -528 da -82[3]
528 Philoneos |
419 Archias |
335 Euainetos |
250 Thersilochos |
165 Pelops |
Eskobiezh-veur Kergustentin
Hiziv an deiz, « arc'hont an eskobiezh-veur hollek » zo un anv enorus roet gant eskob-meur Kergustentin.
Mammennoù
- Bonreizh Aten gant Aristoteles
- William Bell Dinsmoor, The Archons of Athens in the Hellenistic Age. Cambridge, 1931 (1966 reprint,
- William Bell Dinsmoor, The Athenian Archon List in the Light of Recent Discoveries. Columbia University Press, 1939 (1974 reprint, ISBN 0-8371-4735-2)
- André Blanc, L'Homme emprisonne le Temps. Les Calendriers. Belles Lettres. Paris 1986
- Debra Hamel, Athenian Generals: Military Authority in the Classical Period. Koninklijke Brill NV, 1998.
- Guy Rachet : Dictionnaire de la civilisation grecque. Larousse 1992-1998. Le Grand Livre du Mois. Paris. 1992
Liammoù diavaez
- Urzh sant-Andrev (Arc'honted an eskobiezh-veur hollek )
Notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.