Anv Nesout-biti

From Wikipedia, the free encyclopedia

An anv Nesout-bity (n(y)-swt-bity en e dreuzlizherennadur) eo an « anv kurunadur » a veze e-mesk ar pemp anv a dalveze da ditloù d'ar faraoned adalek an Henimpalaeriezh. Skrivet e oa en ur skoedenn.

Nesout-bity
e hieroglifoù
sw
t
bit
t

N(y)-swt-biti, da lâret eo « an hini zo d'ar broen (swt) ha d'ar gwenan (biti) », troet gant an egiptologourien gant « Roue Egipt Uhel hag Izel », a dosta ar rouanez d'ar plant ha d'al loened arouezius eus div lodenn ar rouantelezh.

An anv Nesout-biti a vez anvet ivez prænomen (da lâret eo « anv-badez », daoust ma n'en deus mann da welet gant un anv-badez a-vremañ) pe c'hoazh « anv kurunadur ».

Skouerioù :

  • Toutânc'hamon : « Neb kheperou Rê » (Rê eo mestr an treuzfurmadurioù) ;
  • Amenhotep III : « Neb Maât Rê » (Rê eo aotrou ar Maât) ;
  • Nekhtnebef i : « Kheper ka Rê » (adc'henel a ra ka Rê).

Heuliet eo an titl-se gant « anv ganedigezh » Faraon, an anv Sa-Rê (mab ), en ur skoedenn.

Ar pemp anv titl implijet adalek ar faraon C'hefren zo :

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.