From Wikipedia, the free encyclopedia
An aluzener (pe aluzenner[1]) zo un den a Iliz karget da reiñ an aluzen (aluzon, e yezh Treger) d’an tud paour, pe karget d’ober war-dro an ofisoù, ar zakramantoù hag ar gelennadurezh kristen en un ensavadur bennak : Aluzener ar skolaj, aluzener ar gouent…
Amprestet eo bet ar ger-se digant an henc'hresianeg, ἐλεημοσύνη, eleēmosynē, dre al latin almosinarius. Kavet e veze alusoner e-barzh ar C'hatolicon (e 1464).
Kavet e vez alüseneor e kerneveureg hag elusennwr e kembraeg. Met implijet e vez dreist-holl ar ger caplan e kembraeg abalamour ma ra ar saozneg gant ar ger chaplain.
Ar gerioù aluzener ha chapalan (cappellanus e latin[2]) zo heñvelster met, hervez gwir an Iliz katolik, e rank ur chapalan bezañ beleg (kanon 564 eus Lezenn gwir kanoneg), daoust ma vez roet, e Bro Frañs, an titl a aluzener d’an tud lik karget d’ober ur ministrerezh pastorel : aluzener ar skolaj, al lise ; aluzener en ospital, en un ti-retred ; aluzener en armeoù ; aluzener un toull-bac'h.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.