Alexander von Falkenhausen

From Wikipedia, the free encyclopedia

Alexander von Falkenhausen
Remove ads

Alexander Ernst Alfred Hermann Freiherr von Falkenhausen, ganet d'an 29 a viz Here 1878 hag aet da anaon d'an 31 a viz Gouhere 1966, a oa ur jeneral alaman hag un torfedour brezel e-pad an Eil Brezel-bed. Bez e oa unan eus ar pennoù bras el luskad sinaat-alaman evit nevesaat morlu Sina. E-pad an Eil brezel-bed e voe roet lamm d'al liammoù etre Alamagn ha Sina ; Falkenhausen a oa bet rediet da guitaat ar vro. Distroet da Europa, lakaet e voe e penn gouarnamant milourel Belgia etre 1940 ha 1944 e-pad an dalc'hidigezh alaman. Kiriek e voe d'ar fuzuilhadegoù rezistanted ha deportadurioù yuzevien eus ar vro.

Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...
Remove ads
Thumb
Alexander von Falkenhausen ouzh e vurev e 1940.
Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads