Alessandra Mussolini

From Wikipedia, the free encyclopedia

Alessandra Mussolini

Alessandra Mussolini, ganet d'an 30 a viz Kerzu 1962, zo un aktourez, top model ha politikourez italian.

Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...
Alessandra Mussolini
Thumb
den
Reizh pe jenerplac'h 
Bro ar geodedouriezhItalia 
Anv e yezh-vamm an denAlessandra Mussolini 
Anv-bihanAlessandra 
Anv-familhMussolini 
Deiziad ganedigezh30 Kzu 1962 
Lec'h ganedigezhRoma 
TadRomano Mussolini 
MammAnna Maria Villani Scicolone 
Breur pe c'hoarRachele Mussolini 
BugelRomano Floriani Mussolini 
KarSophia Loren, Edda Mussolini, Vittorio Mussolini, Bruno Mussolini, Anna Maria Mussolini 
Yezh vammitalianeg 
Yezhoù komzet pe skrivetitalianeg 
Yezh implijet dre skriditalianeg 
Micherpolitiker, model, aktour sinema, muziker 
Bet war ar studi eSkol-veur La Sapienza e Roma, American Overseas School of Rome 
Lec'h annezNapoli 
Lec'h labourStrossburi, Brusel, Roma 
Strollad politikelForza Italia 
RelijionKatoligiezh 
Lec'hienn ofisielhttp://www.alessandramussolini.it/ 
Serriñ
Thumb
Alessandra Mussolini e 2013

Tiegezh

Merc'h eo da Romano Mussolini, trede mab Benito Mussolini ha Rachele Guidi, ha da Anna Maria Scicolone, c'hoar da Sophia Loren. E 1989 e timezas da Mauro Floriani ha tri bugel o doe : Caterina, Clarissa ha Romano (diwar anv e dad-kozh).

Politikerezh

Bet eo ezel eus ar sened italian abaoe 2013, dilennet eo bet en anv ar strollad Il Popolo della Libertà, deuet da vezañ Forza Italia. Abaoe 2014 ez eo ezel eus ar parlamant europat evit FI.

Ganti e voe krouet ha renet ar strollad mirour broadelour, Azione Sociale. Etre 2004 ha 2008 e oa bet ezel eus ar parlamant europat ivez, kement hag eus kambr an deputeed, a zo ul lodenn eus ar parlamant italian, en anv Il Popolo della Libertà.

Ul lodenn eus pennaennoù Alessandra Mussolini a zo liammet gant gwelladennoù sokial: evit gwirioù ar maouezed, ar vugale. En tu all ez eo mennet da zifenn mennad un Italia greñv. Taget e oa bet e 2006 gant Vladimir Luxuria en devoa embannet e oa-hi ur faskourez, goude ma oa bet embannet ganti: "Meglio fascista che frocio" ("Gwelloc'h faskour evit heñvelreizh").

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.