Henri-Alban Fournier, anavezetoc'h dre e anv-pluenn Alain-Fournier, a oa bet ganet d'an 3 a viz Here 1886 e La Chapelle-d'Angillon (Cher).
Ur skrivagner gall e oa, aet da Anaon e Saint-Rémy-la-Calonne (Meuse) e kentañ sizhunioù (22 a viz Gwengolo 1914) ar Brezel-bed kentañ, dek mizvezh goude ma voe embannet e romant nemetañ, Le Grand Meaulnes e anv. Da gentañ, dre na oa keloù anezhañ ken e oa bet disklêriet « Marv evit Bro-C'hall » e 1920[1]. Adkavet e gorf en ur digoadenn eus koad Saint-Rémy e oa bet anavezet da vat d'an 2 a viz Mae 1991.
Troet eo bet e romant Le Grand Meaulnes gant Yann-Ber Thomin.
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.