Bag diwezhañ ar c'hourser Robert Surcouf (1773-1827) e oa Le Renard. Ur bok e oa, a voe moret e 1812.
Adsavet eo bet e 1991 met gant mentoù bihanoc'h.
Sant-Maloù eo e borzh annez.
- Doare : Brezel kourserezh
- Fardaj : bok[1] e c'houel-gastell[2]
- Hirder ar c'houc'h : 19 m
- Hirder en holl : 30 m
- Treust pennañ[3] : 5,78 m
- Kal an dour[4] : 2,78 m
- Kal an aer[5] : 26 m
- Dislec'hiad[6] : war-dro 44,5 tonenn
- Goueliadur hollek : 450 m²
- Armoù : 10 kanol[7] 8 lur (e potin aluminiom war an eilskouer) ha 4 c'hanol 4 lur.
Ur bok zo ul lestr 1 wern hepken dezhi hag ur balouin lemm-laka, greiet gant 1 c'houel vras, 1 c'houel vre, 1 trinked hag 1 fok.
Ar c'houel a zo a-us ar c'houel vras eo.
An treust hirañ e ledander al lestr eo an treust pennañ ; dre e hirder e vez termenet ledander ar vag.
An treuz a-serzh etre al linenn-flod hag ar c'hein eo.
Uhelder ar gwernioù a-us a al linenn-flod eo.
Pouez ar c'hementad dour a vez dilec'hiet gant al lestr pa vez lakaet war neuñv eo.
(en) (fr) Carronade a reer eus an doare kanolioù-se, a voe ijinet gant an embregerezh Carron e Falkirk e 1778.