From Wikipedia, the free encyclopedia
Abati Lokmazhe Penn-ar-Bed a oa un abati e Beg Lokmazhe, war douaroù kumun Plougonvelen hiziv. Un abati bras eo bet, met hiziv ne chom nemet rivinoù anezhañ.
Hervez ar richenn e vije bet savet an abati kentañ eno er VIvet kantved gant sant Tangi, war douaroù en doa bet da hêrezh etre porzh Brest ha beg Lokmazhe. Dibabet en dije al lec’h digenvesañ a oa, dirak ar mor, war ur beg-douar.
Kavout a ra d’an istorourien e oa bet savet an abati, evit gwir, gant sant Tangi hag un nebeud menec’h all.
Ar rivinoù a weler bremañ war Beg Lokmazhe n’int ket re un abati eus ar VIvet kantved avat, hogen re ur manati savet gant Beneadiz en XIvet ha XIIvet kantved. Iliz an abati a voe savet etre 1157 ha 1208, ha kempennet er XIVvet ha XVvet kantved.
Hervez ur richenn all e oa bet degaset di korf sant Vazhev, en IXvet kantved, gant martoloded eus Breizh a oa bet war vor betek Ejipt. Un abati nevez a vije bet savet neuze da reiñ bod da relegoù ar sant.
Er XIVvet kantved e oa pinvidik an abati hag en-dro dezhañ e oa kresket ur gêr vihan, enni ouzhpenn 2 000 a annezidi. Taget e veze dibaouez gant morlaeron a bep seurt. Neuze e voe divizet gant ar venec’h lakaat sevel mogerioù-kreñv tro-dro. En ur skrid eus ar 25 a viz Mezheven 1332, gant an dug Yann III, e lenner e voe roet urzh da ziskar un dek ti bennak tro-dro d’an abati evit gallout sevel ar mogerioù-kreñv-se.
Mont a reas an abati da get, dre ziouer a venec’h, da vare an Dispac'h gall. Ha distrujet e voe ul lodenn eus ar savadur d’ar mare-se ivez.
Simeon 870
Eon
Turien pe Tiritien
Kurion
Gurhedus 1104
Daniel 1110
Perennes 1157
Herve +1218
Riwallon +1229
Yves I de la Palue
Yves II de la Palue
Even
Yves III +1315
Guillaume I de Kerlec’h 1315 1322
Fulup 1343
Guillaume II de Kerlec’h Dogan
Guillaume III de Kerlec’h 1390 +1400
Even Glebeuf
Jean Rouxel 1400 1422
Guillaume IV de Kerlec’h 1430 1470
Jean Nouel + 1486
Antonio de Grassi 1486
Jean de la Forest 1486-1487
Jean Brunet 1487 1515
Herri le Jacobin 1515 1524
Herve a Germeno 1533
Hamon Barbier 1533 1552
Klaod Dodieu 1552 1558
Fañch Kernechriou 1571
Cosme Ruggieri 1585 1615
Andrev Liza 1615 1617
Yann Roger de Foix 1617 1628
Loeiz de Jant 1628
N l’Alat -1633
Loeiz de la Fumée 1634 1657
Loeiz de Menou 1658 1702
Klaod de Menou 1702 1721
Leonor de Romigny 1723 1739
Yann-Loeiz Gouyon de Vaudurand 1739 1780 Adrin de Robien 1780 1790
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.