From Wikipedia, the free encyclopedia
An .338 Lapua Magnum (anvet ivez 8,6 × 70 mm hervez ar CIP)[1] zo ur munision savet evit fuzuilhoù-resisted an arme. Krouet eo bet gant Nammo Lapua Oy hag an embregerezh finlandat Lapua e 1989.
.338 Lapua Magnum | |
---|---|
Ur gartouchenn .338 Lapua Magnum | |
Perzhioù | |
Kalibr | .338 / 8,6 mm |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Doare korf an douilhez | kreuzenn |
Bro orin | Stadoù-Unanet Amerika |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 8,61 mm |
Ø trogleuziñ | 8,36 mm |
Ø kolier | 9,46 mm |
Ø skoaz | 13,82 mm |
Ø korf an douilhez | 14,91 mm |
Ø strad | 14,93 mm |
Tevder ar strad | 1,52 mm |
Hirder an douilhez | 69,20 mm |
Hirder ar gartouchenn | 93,5 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 12,96 - 19,44 g |
Tizh mont e-maez V0 | 847 - 1 023 m/s |
Kargad poultr | 80-90 greunenn Norma MRP (5,2 - 5,8 g) |
Gwask ar gazoù d'ar muiañ | 4 200 bar |
Energiezh ar vannadell | 6 782 - 6 973 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
E deroù ar bloavezhioù 1980 e klaske an US Marines Corps ur munision fuzuilhoù-resisted gouest da dreuziñ ar jiletennoù a-enep boledoù da 1000 metr. E 1983 e krogjont da labourat war ar raktres-se hag e 1985 e voe amprouet ur munision nevez. Mat e oa an disoc'h met gwelloc'h e kavas ar Marines kenderc'hel d'ober gant ar c'hartouchennoù .50 BMG standart e AFNA. Divizout a reas an embregerezh Lapua kenderc'hel e-unan gant diorren ar munision asambles gant an embregerezhioù SAKO hag Accuracy International. Ar gevrat kentañ sinet evit ar munision a voe e 2008 evit an L115A3 saoz. Hiziv an deiz e vez implijet muioc'h-mui an .338 Lapua Magnum e plas ar 7,62 × 51 mm e armoù resisted abalamour d'e c'halloud uheloc'h.[2] Er brezel etre Ukraina ha Rusia e vez implijet kalz gant an dennerien-resisted ukrainat a feur ma vez cheñchet o armoù soviedel gant reoù pourvezet gant broioù an AFNA, evel ar Barrett MRAD da skouer.[3]
Ijinet eo bet evel ur munision a-enep tud, met gellet a raer ober gantañ a-enep dafar, evit karbedoù skañv da skouer. Meur a arm a vez kambret gant ar c'halibr-mañ bremañ, evel ar fuzuilh Accuracy International AWM, an FN Ballista pe ar McMillan Tac-338.
En ur vezañ implijet gant sniperien war tachennoù-brezel en deus diskouezet ar munision-mañ bezañ efedus-tre. E 2009 e voe lazhet gant ur soudard saoz daou daliban da 2.475 metr e Afghanistan, o tennañ gant ur fuzuilh L115A3 Long Range Rifle kambret e .338 Lapua Magnum.
Tri fouez a gaver : 200, 250 ha 300 greunenn (12,96, 16,20 ha 19,44 gram). Efedus eo ar munision betek ouzhpenn 1.500 metr gant ur boled 300 greunenn.
Munision | Hirder ar c'hanol | Tizh o vont e-maez | Energiezh fiñvek |
---|---|---|---|
.338 Lapua Magnum
200 greunenn (12,96 g ) |
700 mm | 1 005 m/s | 6545 J |
.338 Lapua Magnum
250 greunenn (16,20 g ) |
700 mm | 899,16 m/s | 6548,76 J |
.338 Lapua Magnum
300 greunenn (19,44 g ) |
700 mm | 786 m/s | 6010,85 J |
Ouzhpenn 30 vro a ra gant ar munision-mañ en o fuzuilhoù-resisted, ar Rouantelezh-Unanet en o zouez.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.