Yann-Vari ar Brizh
From Wikipedia, the free encyclopedia
Jean Marie Le Bris (hervez marilh an ti-kêr), Jean pe John evit e vignoned, Yann-Vari ar Brizh e brezhoneg[1], ganet e Konk-Kerne d'ar 25 a viz Meurzh 1817 ha marvet d'ar 17 a viz C'hwevrer 1872 e Douarnenez, a voe un difraoster war dachenn an nijerezh. Graet en dije un nijadenn blavet e Plonevez-Porzhe etre 1858 ha 1861, hep na vefe peurbrouet. Taolioù-esa all a reas e Bae Douarnenez. Mar bije gwir e vefe an den kentañ a nijas e-bourzh un ijin pounneroc'h eget an aer.