kêr eus Kembre From Wikipedia, the free encyclopedia
Y Fenni (pe Abergavenny e saozneg) zo ur gêr vihan eus Sir Fynwy, e gevred Kembre. Emañ 25 km er c'hornôg da Drefynwy ha tost da 10 km er mervent d'an harzoù etre Kembre ha Bro-Saoz. Lesanvet e vez "Porth i Gymru" pe "Gateway to Wales" (dor Kembre).
Anv ofisiel | Abergavenny, Y Fenni |
---|---|
Anv er yezh a orin | Y Fenni |
Stad | Rouantelezh-Unanet |
E tiriad | Sir Fynwy |
Kontelezh istorel | Monmouthshire |
War ribl | Wysg |
Daveennoù douaroniel | 51°49′59″N 3°1′2″W |
Aotrouniezh | Abergavenny Town Council |
Gevellet gant | Östringen, Sarno, Beaupréau |
Kod-post | NP7 |
Lec'hienn ofisiel | http://www.visitabergavenny.co.uk/ |
Kod pellgomz an takad | 01873 |
Daveennoù an Ordnance Survey | SO295145 |
Poblet e oa Y Fenni gant 10 078 a dud e 2011, ha 9,7% anezho a oa kembraegerien.
Evel m'en diskouez an anv saoznek emañ ar gêr e kember div stêr, ar Gafenni hag ar Wysg. Tro-dro d'Y Fenni ez eus torgennoù a dap tost da 600 m uhelder hag a zo uhelennoù diwezhañ aradennad ar Bannau Brycheiniog, er reter.
En amzer an Impalaeriezh Roman e oa Y Fenni ur greizenn a bouez dija, er vro annezet gant pobl ar Silures. Diwezhatoc'h, er Grennamzer, e teuas da vezañ ur gêr a bouez evit ar c'henwerzh, war harzoù Kembre. Gwelet a reer c'hoazh dismantroù ur c'hastell savet da vare donedigezh an Normaned.
En Y Fenni e voe aozet Eisteddfod Vroadel Kembre e 1838, e 1913 hag e 2016. E-skeud Eisteddfod 1838 e voe aozet ur C'hendalc'h Etrekeltiek, gant tud deuet eus Breizh evel Kervarker, kalz a-raok ma voe roet lañs da vat d'ar C'hendalc'hioù Keltiek.
A. Gobannium
- Rivet & Smith, p. 369
Talvoudegezh : *gobann : Welsh gof = smith; Irish goba, gobann (brehoneg : gov). Diwar staliadurioù houarn war dro ar stêr
B. Abergavenny, Abergefenni, Y Fenni
- Eilert Ekwall, p. 1
- "Aber is Welsh for 'confluence, mouth of a river' and refers to the confluence of the Gavenny with the Usk"
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.