Xipe-Totec
From Wikipedia, the free encyclopedia
E mitologiezh an Azteked, Xipe Totec (Xīpe Totēc /ˈʃiːpe ˈtoteːk(ʷ)/ e nahouatleg klasel) pe Xipetotec[1] ("Hon Aotrou, an hini digroc'henet")[2] a oa un doue eus al labour-douar, eus ar struj, ar reter, an nevezamzer, an orfebourien, an dieubadur, hag ar c'houlzoù-amzer[3]. Anavezet e oa Xipe Totec dindan anvioù all, en o mesk Tlatlauhca (e nahouatleg /t͡ɬaˈt͡ɬawka/), Tlatlauhqui Tezcatlipoca (/t͡ɬaˈt͡ɬawki teskat͡ɬiˈpoːka/) ("Melezour ruz a zivoged"), Yohuallahuan ("an ever diouzh an noz"),[4] ha Yaotzin ("Enebour enoret")[5]. Azeulet e oa ur furm eus an doue-se gant an Dlaxcalteked hag an Huexotzincaed anvet Camaxtli[6], hag heñvel eo ouzh Yopi, un doue Zapotek a weler skeudennaouet war jarloù eus ar prantad klasel[7]. An doueez kevatal da Xipe Totec e oa Xilonen-Chicomecoatl[8].
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Tad | Ōmeteōtl |
Breur pe c'hoar | Tezcatlipoca, Quetzalcoatl, Huitzilopochtli |
Xipe Totec zo un doue eus nevezadur ar struj hag eus ar brezel[9]. En em gignañ a rae e-unan da reiñ boued d'an dud, un arouez eus an doare ma koll an had maiz o gwiskadoù diavaez a-raok diwan hag eus an naeron a cheñch kroc'hen. Taolennet e vez alies e ruz dindan ar c'hroc'hen kignet gwisket gantañ, ar pezh a ra dave d'ar fed m'eo kignet e-unan. Krediñ a rae an Azteked e oa bet ijinet ar brezel gant Xipe Totec[10]. Dougen a ra an tog begek hag ar vazh-strakell, evel an impalaerien vec'hikat er brezel[11]. Un templ anvet Yopico en doa e diabarzh Templ bras Tenochtitlan[7]. Liammet eo Xipe Totec ouzh ar burbuennoù, an danijenn, ha kleñvedoù an daoulagad[12][13], ha marteze gant ar vosenn[14]. Xipe Totec en deus ul liamm kreñv gant kleñvedoù evel ar vrec'h, ar c'hlogorennoù ha drougoù an daoulagad[15] ha pa c'houzañve unan bennak unan eus ar c'hleñvedoù-se e veze graet profoù dezhañ[16].
Diasur eo orin an doue-se. Azeulet e veze Xipe Totec un tamm e pep lec'h e kreiz Mec'hiko da vare Aloubadeg ar Spagnoled[7], hag anavet e oa er pep brasañ eus Mezoamerika[17]. Kavet ez eus bet skeudennoù eus an doue-mañ ken pell ha Tazumal er Salvador. Azeulet e veze Xipe Totec hed-ha-hed arvor Pleg-mor Mec'hiko da vare deroù ar prantad goude-klasel. Dont a reas an doue-mañ da vezañ un doue pouezus evit an Azteked goude o aloubadeg eus arvor Pleg-mor Mec'hiko e-kreiz ar XVvet kantved[7].
E miz Genver 2019, arkeologourien eus Mec'hiko a laboure evit Skol-uhel vroadel an antropologiezh hag an Istor a gadarnaas o doa dizoloet ar c'hentañ templ anavet a oa gouestlet da Xipe Totec e stad Puebla e Mec'hiko[18]. Kavet e oa an templ dre ma oad o studiañ aspadennoù eus ar pobloù popolucat. Savet e oa bet an templ ganto en un tolead anvet Ndachjian-Tehuacan etre 1000 ha 1260 goude J.-K. a-raok aloubadeg an Azteked[19].