![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/f5/Woody_Allen_Cannes_2011.jpg/640px-Woody_Allen_Cannes_2011.jpg&w=640&q=50)
Woody Allen
From Wikipedia, the free encyclopedia
Woody Allen, pe Allan Stewart Konigsberg e wir anv, zo ur c’homedian, un aozer senariooù hag ur sevener-filmoù amerikan. Ganet eo bet d’an 30 a viz Du 1935 hervez meur a holloueziadur[1] pe d’ar 1añ a viz Kerzu 1935 hervez e vuhezskrid[2], e Brooklyn. Dimezet eo bet div wech ha tri bugel en deus, unan anezho bet advabet gantañ. E 1997 e timezas da Soon-Yi Previn, adverc’h Mia Farrow a oa bet e gompagnunez. E 1952, e-ser studiañ en High School Midwood, e skriv fentigelloù en ur gazetenn. Goude-se ez a war ar vicher gagman (aozer fentigelloù) e servij farserien evel Bob Hope ha Buddy Hackett, hag e 1957 e teu da vezañ skridaozer abadenn skinwel Garry Moore. Ur skrivagner eo ivez (pezhioù-c’hoari, romantoù ha danevelloù zo bet skrivet gantañ). Woody Allen zo unan eus filmaozerien amerikan vrudetañ an daou-ugent vloaz tremen, a-dra-sur unan eus ar re a sav ar muiañ a filmoù. Lod a lavar ez eo ivez unan eus ar re europeanañ. Troet eo dreist-holl gant ar c’homediennoù buhezegezh, diazezet war ar bredelfennerezh alies, daoust ma pled a-wechoù gant seurtoù filmoù all. En un toullad mat eus e filmoù e vez aktor ivez, ha peurliesañ e c’hoari un dudenn tost a-walc’h outañ e-unan, flemmskeudenn un den a spered yuzev (hag ar fent yuzev) newyorkat, hag eñ skoet gant barradoù anken skrijus ha fentus war un dro. Woody Allen ne c’hall ket padout gant ar c’hoant aozañ filmoù : abaoe penn kentañ ar bloavezhioù 1970, pa oa krog da dapout brud, n’eo ket paouezet a filmañ. Tost ur film ar bloaz a vez sevenet gantañ, ar pezh a zo un taol-kaer e-keñver padusted hag ingalded e produerezh ur filmaozer. Ur soner klarinetenn eo ivez. Savet en deus ul laz-seniñ jazz ha mont a ra war al leurenn gantañ.
Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | Heywood Allen ![]() |
Anv ganedigezh | Allan Stewart Konigsberg ![]() |
Anv-bihan | Heywood, Allan, Stewart ![]() |
Anv-familh | Allen, Konigsberg ![]() |
Moranv | Woody ![]() |
Anv berr | Woody Allen ![]() |
Deiziad ganedigezh | 30 Du 1935 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Bronx ![]() |
Tad | Martin ![]() |
Mamm | Nettie Königsberg ![]() |
Breur pe c'hoar | Letty Aronson ![]() |
Pried | Soon-Yi Previn ![]() |
Kompagnun(ez) | Diane Keaton, Mia Farrow ![]() |
Bugel | Ronan Farrow, Moses Farrow, Dylan Farrow, Manzie Tio Allen, Bechet Dumaine Allen ![]() |
Yezh vamm | saozneg ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg ![]() |
Implijer | New School ![]() |
Bet war ar studi e | New York University Tisch School of the Arts, Midwood High School, New York University ![]() |
Floruit | 2020 ![]() |
Deroù ar prantad labour | 1950 ![]() |
Strollad etnek | Yuzevien amerikan ![]() |
Relijion | yuzevegezh, agnostegezh ![]() |
Benveg sonerezh | clarinet ![]() |
List of works | Woody Allen bibliography ![]() |
Filmography | Woody Allen filmography ![]() |
Anvet diwar | Woody Herman ![]() |
Ezel eus | American Academy of Arts and Sciences, Writers Guild of America, East ![]() |
Label sonerezh | Capitol Records ![]() |
Lec'hienn ofisiel | https://www.woodyallen.com/ ![]() |
Kont war | Substack ![]() |
Oberennoù zo en dastumad | Museum of Modern Art ![]() |
Rummad tost | Category:Films directed by Woody Allen, Category:Films with screenplays by Woody Allen ![]() |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer ![]() |
Bibliography | Woody Allen bibliography ![]() |
Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts ![]() |
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/3/3c/Woody_Allen_%282006%29.jpeg/640px-Woody_Allen_%282006%29.jpeg)