From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur romantour stadunanat e oa William Cuthbert Faulkner (Falkner e wir anv. E 1919 e voe kemmet anv ar skrivagner, "Falkner" a droas da "Faulkner" dre ur vi-koukoug e talbenn e levr kentañ ; pa voe goulennet outañ ha ret e oa reizhañ e respontas « An daou zo mat din. » [1]), ganet d'an 25 a viz Gwengolo 1897 e New Albany (Mississippi) ha marvet d'ar 6 a viz Gouere 1962 e Byhalia (Mississippi).
E dud a oa eus familhoù kozh aet ar stal da fall ganto gant Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika.
Lakaet en deus war wel spered e rannvro, "Su don" SUA hag e berzhioù : ar baourentez, ar ouennouriezh hag an amzer o tibunañ war e bouez dindan an heol tomm-skaot. Ur romantour hag ur saver danevelloù difaezus eo bet, hag unan eus ar varrekañ evel ma voe diskouezet pa yeas Priz Nobel al Lennegezh gantañ e 1949.
N'eus ket nemeur a ditour war bugaleaj William Faulkner nemet e oa ganet en ur familh tudjentil, an den illurañ ar c'horonal Falkner, brudet evit e roll e Lu ar C'hengevredad, lu Stadoù Su SUA o stourm evit ma chomfe dezho ar gwir da virout ar sklavelezh evit gounit o douaroù.
Emouestlet e oa er Royal Air Force e Toronto (Kanada), met ne c'hellas ket William yaouank mont da glask ar gloar er Brezel-bed kentañ pa zeuas ar peoc'h e 1918.
E 1919 e lakaas embann ur varzhoneg, L'après-midi d'un faune dindan e anv-pluenn William Faulkner goude ur vi-koukoug.
E-pad 7 vloaz e skrivas barzhonegoù ha skridoù barnerezh lennegel en ur glask brud e Memphis (Tennessee), an tostañ kêr, en Orleañs Nevez, New York ha Pariz.
E 1929 e timezas gant Estelle Oldham ha mont a rejont da chom da Orleañs-Nevez.
E wreg, dizimezet, a oa daou vugel dezhi hag advabañ a reas anezho. Prenañ a reas un ti kaer ante bellum (mod tiez ar berc'hennerien vras en amzer ar sklavelezh), Rowan Oak e anv.
Goude bezañ savet daou romant Soldiers' Pay (1926) ha Mosquitoes (1927) e vagas spi da gaout brasoc'h brud diwar an trede, Sartoris (1929).
Muioc'h a verzh a c'hounezas diwar The Sound and the Fury e 1929 avat, ha muioc'h c'hoazh gant ar romant berr As I Lay Dying (1930).
|
|
|
|
|
|
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.