![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/b/b7/Unico_Anello.png/640px-Unico_Anello.png&w=640&q=50)
Gwalennoù a c'halloud
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Gwalennoù a c'halloud (anavet ivez evel ar Gwalennoù meur[T 1]) zo traezoù hud eus skridoù J. R. R. Tolkien diwar-benn Douar-ar-C'hreiz, en e oberennoù anvet An Hobbit ha The Lord of the Rings peurgetket. Anv zo eus ar Walenn Nemeti da gentañ evel ur walenn hud en ul levr skrivet gant Tolkien evit ar vugale : An Hobbit. Diwezhatoc'h e roas Tolkien un istor ha kalz muioc'h a c'halloud dezhi, peogwir e c'hall kontrollañ 19 gwalenn all, en o zouez teir gwalenn an Elfed, seizh gwalenn ar Gorred, ha nav gwalenn an Dud. Un elfen mill bouezus eus The Lord of the Rings eo ar Walenn Nemeti, goveliet e kuzh gant Saoron, ha servijerien ar Walenn, an Nazgûl, harperien varvusañ Saoron.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/b/b7/Unico_Anello.png/640px-Unico_Anello.png)
Kinniget ez eus bet meur a vammenn o defe awenet ijinadenn ar Gwalennoù a C'halloud eus ar mojennoù germanek gant ar walenn Andvaranaut ha Gwalenn an Nibelungen gant Wagner, da vojennoù evel hini Gwennerc'h, enni ur walenn hud ha seizh korr. Un elfenn all a c'hall bezañ levezonet an oberour dreist pep tra. En e vicher e studias Tolkien un enskrivadur e latin en un templ gouestlet da Nodons. Hemañ a oa un doue-haroz liammet ouzh an haroz Nouada e zorn arc'hant eus Iwerzhon, ha "dorn arc'hant", a droer "Celebrimbor" e sindarin. Anv an elf gov a c'hovelias lod eus ar gwalennoù a c'halloud eo. An enskrivadur graet war ur walenn a oa enni ur mallozh ha lec'h an templ a oa anvet Dwarfhill (Roz ar C'horr).
Deskrivet eo bet ar gwalennoù a c'halloud evel un arouez eus ar stourm etre ar galloud hag an emzalc'h buhezegezhel. Tolkien a ziskouez an doare m'en em zalc'h tud disheñvel pa vezont e darempred gant ar Walenn Nemeti, eus al liorzhour uvel Sam Gamgee betek an Elf galloudus Galadriel, ar brezelour Boromir hag an euzhvil Gollum.