Edda e gwerzennoù
From Wikipedia, the free encyclopedia
An Edda e gwerzennoù zo un dastumad barzhonegoù en hennorseg miret en un dornskrid eus Island ar Grennamzer : ar c'hodex Regius. Gant an Edda e komz-plaen, skrivet gant Snorri Sturluson, ez eo mammenn vrasañ hon anaoudegezh eus mitologiezh Skandinavia ha eus mojennoù harozek Germania. Adalek an XIXvet en deus bet ul levezon vras war lennegezh Skandinavia, n'eo ket hepken dre an istorioù a gaver ennañ met dre an nerzh hag ar perzh dramatek eus kalz eus ar barzhonegoù. Deut eo ivez da vezañ un awen evit kalz nevezadennoù en arzh ar barzhonegoù. Vilhelm Ekelund, Aogust Strindberg, J.R.R. Tolkien, Ezra Pound ha Karin Boye o deus anavezet e tleent kalz d'an Edda e gwerzennoù.
Skrivet e oa ar c'hodex Regius en XIIIvet kantved met n'anavezer netra diwar-benn e istor betek 1643 ma teuas Brynjólfur Sveinsson, eskob Skálholt d'ar c'houlz-se, da vezañ perc'henn warnañ. D'ar mare-se e oa stummoù anavezet-mat eus an Edda e komz-plaen en Island met an dud desket a ouie e oa bet un Edda all, an Edda koshañ ; ma oa ar barzhonegoù pagan meneget gant Snorri en e Edda e komz-plaen. Pa oa dizoloet ar C'hodex Regius, e oa degemeret evel al levr gortozer a-bell. Brynjólfur a soñje dezhañ e oa bet skrivet gant Saemund|Sæmundr desket, ur beleg eus an XIIvet. Daoust ma n'eo ket degemeret ar mennozh-se gant an dud desket a-vremañ e kaver a-wezhioù an anv Edda Sæmund c'hoazh.
Kas a reas an eskob Brynjólfur ar c'hodex Regius evel donezon da roue Danmark, ha setu perak e vez anvet codex ar roue e latin. E-pad kantvedoù e oa miret e levraoueg roueel Kopenhagen met e 1971 e voe kaset da Island en-dro.