![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/1/11/Edda.jpg/640px-Edda.jpg&w=640&q=50)
Edda e komz-plaen
From Wikipedia, the free encyclopedia
An Edda e komz-plaen, anavezet ivez evel an Edda yaouankañ, Edda Snorri pe an Edda hepken, zo un oberenn islandeg a ya peder rann ouzh hec'h ober, enni arroudennoù eus barzhonegoù skaldek pe eddaek koshoc'h, hag a zanevell mojennoù eus mitologiezh Skandinavia. Soňjal a reer peurlliesaň e vije bet savet gant an istorour ha lenneg Snorri Sturluson a vevas en Island e-tro ar bloaz 1220.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/1/11/Edda.jpg/640px-Edda.jpg)
Kregiñ a ra gant ur raklavar levezonet gant mennozhioù Evhemeros heuliet gant teir levrenn disheñvel : Gylfaginning (enni war-dro 20 000 ger), Skáldskaparmál (enni war-dro 50 000 ger) ha Háttatal (enni war-dro 20 000 ger). Seizh dornskrid, skrivet eus 1300 da 1600 pe war-dro, a zegas titouroù a dalvoudegezh. Pal ar skrid a oa reiñ d'ar varzhed ha d'al lennerien an tu da gomprenn soutilded ar werzaouriezh hengounel ha da intent ar ster kuzhet a-dreñv ar c'henningar a veze implijet er varzhoniezh skaldek.
Arabat eo meskañ anezhañ gant an Edda e gwerzennoù, ur barzhaz dizanv eus mammennoù hengounel koshoc'h dastumet tamm-pe-damm d'ar memes mare hag an Edda e komz-plaen en Island an XIIIvet kantved[1] Liammet eo an Edda e komz-plaen gant an Edda e gwerzennoù dre ma ra anv an Edda e komz-plaen eus barzhonegoù liesseurt dastumet el levr all evel mammennoù ar pezh a zanevell.[2].