Vefa de Bellaing
From Wikipedia, the free encyclopedia
Vefa de Bellaing pe Genovefa de Bellaing, bet ganet Geneviève Charbonnier de Sireuil e Karaez d'an 19 a viz Gwengolo 1909 hag aet da Anaon e Gwengamp d'ar 16 a viz Ebrel 1998, a oa un emsaverez vreton hag he devoa pledet kalz gant buhez ar brezhoneg. En abeg d'an emouestl dizehan er yezh he devoa diskouezet he buhez-pad e oa bet deroet Kolier an Erminig dezhi da-geñver al lid bet dalc'het e Roazhon e 1988.
Krouet e oa bet ur c'helc'h keltiek ganti e 1938 a-raok reiñ dorn d'ar vreudeur Herri ha Ronan Kaouisin da sevel ar gelaouenn skeudennaouet O lo lê evit ar re yaouank e 1940. E 1947, a-gevret gant Ronan Huon ha Zavier Langleiz, he devoa savet Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion a renas-hi e-pad ouzhpenn pemp bloaz warn-ugent. Ur vrezhonegerez a-vihanik ne oa ket ha deskiñ a reas brezhoneg dre gentelioù dre lizher Skol Ober : goude bezañ bet kelennerez a-youl vat enni ez eas da renerez ar gevredigezh-mañ da-heul Marc'harid Gourlaouen. Ganti e oa bet savet Oaled Abherve e Sant-Brieg e 1962.
Levraouegerez diouzh he micher, bet e oa bet sekretourez ar gevredigezh Kuzul ar Brezhoneg ivez koulz ha hini Priz Langleiz.
Sot e oa gant al lennegezh, ha roet he devoa fiñv d'he fluenn ivez, koulz e galleg hag e brezhoneg, dindan hec'h anv pe anvioù-pluenn, evel Soaz Kervahe pa skrive e brezhoneg, pe Herve Huiban evit ar gelaouenn Armor Magazine.