![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/5f/Walhalla_%25281896%2529_by_Max_Br%25C3%25BCckner.jpg/640px-Walhalla_%25281896%2529_by_Max_Br%25C3%25BCckner.jpg&w=640&q=50)
Valhalla
From Wikipedia, the free encyclopedia
Er vitologiezh c'herman, ar Walhalla (a-wezhioù Valhöll pe Valhalla, pe Valhalle) eo al lec'h ma vez kaset ar vrezelourien galonek gant ar Valkiriezed. Ar baradoz Viking eo, e kalon rouantelezh an doueed, « palez Asgard » ma ren Odin.
Evit implijoù all, gwelet Valhalla (disheñvelout).
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/5f/Walhalla_%281896%29_by_Max_Br%C3%BCckner.jpg/640px-Walhalla_%281896%29_by_Max_Br%C3%BCckner.jpg)
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/b/b3/AM_738_4to_Valh%C3%B6ll.jpg/320px-AM_738_4to_Valh%C3%B6ll.jpg)
Ar Walhalla zo 640 dor outañ, treustoù graet gant goafioù ha skoedoù e-lec'h teolioù[1]. Eno, ar vrezelourien zilennet, anvet Einherjar, zo laouen : diouzh an deiz en em gannont hag e lazhont an eil re ar re all, hag e tasorc'hont da gregiñ en-dro. Diouzh an noz e evont laezh ar c'havr Heidrun hag e tebront kig ar pemoc'h-gouez Saehrimnir hag e c'hoariont. Servijet e vezont gant ar Valkiriezed hag an hini yaouankañ eus an Norned. Odin na ra ken evañ, hag a ro ar boued d'e vleizi, ha Loki a gemer perzh er banvez ivez. Gortoz a ra an holl an deiz ma sortiint eus c'hwec'h kant ha daou-ugent dor ar Wahlalla e steudadoù eizh kant evit stourm er brezel diwezhañ a-enep Loki, ar bleiz Fenrir, hag enebourien niverus : deiz ar Ragnarök.