From Wikipedia, the free encyclopedia
An dominikaned pe Urzh ar vreudeur prezegerien[1] a zo un urzh relijiel bet krouet e 1216 gant Domingo de Guzmán (bet ganet war-dro 1170 e Caleruega, rannvro Burgos hag aet da Anaon e Bologna e 1221).
Rann eus | Dominican Family |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1216, 1215 |
Anv berr | O.P. |
Den heverk | Girolamo Savonarola, Michelangelo Buonarroti |
Relijion | Iliz katolik roman |
Diazezer | Domingo de Guzmán |
Den e penn an aozadur | Master of the Order of Preachers |
Testenn ar ger-stur | Laudare, benedicere, praedicare. |
Stad | Italia |
Isaozadur | Nuns of the Order of Preachers |
Sez sokial | Basilica of Saint Sabina |
Danvez pennañ | lifestance organisation |
Lec'hienn ofisiel | http://op.org/, https://www.osservatoredomenicano.it/, https://www.dominicos.org/ |
Ardamezioù | coat of arms of the Dominican Order (I) |
Istor | Q5396936 |
Dominikan eo an anv a vez roet d'un ezel eus Urzh ar vreudeur prezegerien. Da-heul anv un ezel eus an urzh e kaver peurliesañ al lizherennoù o.p. evit "ordinis praedicatorum" e latin, da lavarout eo "eus urzh ar brezegerien". An dominikaned a reer peurvuiañ eus an urzh-se. Leanezed a zo ivez en urzh, anvet e vezont Dominikanezed peurliesañ.
Kaset e oa bet Domingo de Guzmán gant ar pab Inosant III da brezeg en Okitania adalek 1205 evit lakaat ar Gatared da zistreiñ war-du ar Gatolikiezh. Brud ha doujañs en doa gounezet abalamour d'e zoare da vevañ.
E 1206 e krouas un ti leanezed e Prouille e-kichen Fanjeaux (en departamant an Aude bremañ).
E 1214 e voe roet dezhañ un ti evit bodañ ar re a yae da brezeg gantañ. Dedennet e voe Foulques, eskob Tolosa, a yeas gantañ da Roma evit goulenn digant ar pab Inosant III asantiñ da grouidigezh un urzh nevez. Chom a reas ar pab en entremar, met asantet e voe gant Honorius III e 1216.
Heuilhañ a reas an urzh reolenn Sant Eosten betek ma kemeras e 1220 e reolennoù dezhañ : un urzh kester, o lakaat ar pouez war stummadur e izili (teologiezh, gwir...), ar galv da brezeg hag ur speredelezh arvestel, gant un aozadur demokratel.
Gouestlet eo bet an dominikaned d'ar stourm ouzh an Disivoud protestant. Fiziet e voe an Inkizision enno e 1233. Kreskiñ a reas an urzh. Ul levezon bras en deus bet en Europa a-bezh evel kuzulierien ar pennoù-bras er Grennamzer hag e-kerzh an Azginivelezh. O levezon deologel a zo bet bras ivez. Staliet e oant er c'hêrioù dreist-holl. O galv da vont davet an dud a lakae anezho da gejañ gant skourroù preder un tamm war vevenn ar gristeniezh pe en diavaez zoken. Kudennoù diabarzh a savas diwar-benn ar reolennoù pa ne chomas ket an urzh unan kester hep tizhout an disrann.
Koll a rejont levezon adalek an XVIvet kantved. Pellaet e oant diouzh prederiadennoù ar mare ha kemeret eo bet o flas gant ar Jezuisted en ur stumm.
Skarzhet in bet eus Frañs e 1792 hag eus un toullad broioù bet aloubet gant Frañs goude.
En XIXvet kantved e teuas an nevesadur dre taliadur an urzh e Stadoù-Unanet Amerika e 1804. Distro da Frañs e 1843 a-drugarez da Henri-Dominique Lacordaire. Berzh a reas Skol Biblek Jeruzalem krouet er ger-se e 1890. Anv an École pratique d'études bibliques roet gant Marie-Joseph Lagrange a intente pouezañ war he zuadur skiantel ha reiñ ul lusk nevez d'an devarnerezh katolik.
E penn kentañ an XXvet int bet skarzhet eus Frañs e 1904 diwar lezenn Émile Combes war ar c'hongregadurioù (unan hepken a veze aotreet e pep departamant), met aotreet e voent da vont en-dro er bloavezhioù 1920.
Kalz dominikaned o deus tapet brud ha levezzon en XXvet kantved : Yves Marie Joseph Congar a gemeras ur pezh bras e Sened meur Vatikan II ; Marie-Dominique Chenu, bet kuzulier luskad ar veleien vicherour ; Louis-Joseph Lebret gant Économie et humanisme hag an digorradur d'an trede bed ; Timothy Radcliffe gant e skridoù teologel digor ha leun a fent.
O vezañ ma fell da izili an urzh bezañ tost ouzh prederiadennoù an dud e vez kemmoù ha daeloù bepred.
Hervez levr-bloaz ar Vatikan embannet e 2010 e oa 5923 dominikan e 2008, 4466 anezho beleget.
Aozet eo an urzh e "Proviñsoù" (un 39 bennak er bed gant 602 gouent) gant ur priol dilennet e penn pep hini. Dilennet e vez Mestr an Urzh gant ur Chabistr meur.
Roll mistri an urzh abaoe ar penn kentañ a gaver er pennad "Mestr Urzh an Dominikaned" Bez 'z eus domikinanezed, ha kloastret e vezont, hag un trede urzh evit merc'hed a gelenn gant ur reolenn, hag un urzh evit laiked, paotred ha merc'hed o vevañ "er bed".
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.