From Wikipedia, the free encyclopedia
Tywyn (skrivet Towyn e saozneg) zo ur gêriadenn en arvor hanternoz Kembre, e Sir Conwy.
Emañ etre Y Rhyl, er reter, hag Abergele er gornaoueg.
Ul lec'h vakañsiñ darempredet stank eo Tywyn, evel Y Rhyl ha meur a lec'h all en arvor hanternoz Kembre. Meur a dachenn karavanennoù zo etre ar vourc'h hag an aod-traezh.
E-kichen Tywyn emañ Morfa Rhuddlan, un dachennad douaroù izel ha gleborek. Eno e c'hoarvezas Emgann Morfa Rhuddlan er bloavezh 796, etre Kembreiz Caradog ap Meirion, ha tud Mercia, renet gant ar roue Offa.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.