![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/fa/World_map_with_tropic_of_capricorn.svg/langbr-640px-World_map_with_tropic_of_capricorn.svg.png&w=640&q=50)
Trovan ar C'havr
From Wikipedia, the free encyclopedia
Trovan ar C'havr a vez graet eus al ledred a ra tro an Douar hag a verk al lec'h ar muiañ er su ma c'hall an Heol bezañ er zenit (pe "neinboent"), dres a-us penn an arseller eta, d'an eur a greisteiz (12 h 00 min). Kement-se a c'hoarvez da c'hoursav-heol ar Goañv (war-dro an 21 a viz Kerzu). 23° 26’ 15’’ a-is d'ar c'heheder eo ledredenn Trovan ar C'havr. An eneb en hantervoul norzh eo Trovan ar C'hrank.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/fa/World_map_with_tropic_of_capricorn.svg/640px-World_map_with_tropic_of_capricorn.svg.png)
Unan eus ar pemp ledredenn implijetañ eo gant ar C'heheder, Trovan ar C'havr, hag an daou gelc'h polel (kelc'h Arktika, kelc'h Antarktika).