![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/ca/Rosetta_Stone_BW.jpeg/640px-Rosetta_Stone_BW.jpeg&w=640&q=50)
Treiñ ha troidigezh
From Wikipedia, the free encyclopedia
Treiñ diwar ur yezh d’ur yezh all, pe en ur yezh all, zo lakaat komzoù pe skridoù a zo en ur yezh orin en ur yezh estreget ar yezh orin. "Treuzyezhañ" a reer ivez eus an ober-se.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/ca/Rosetta_Stone_BW.jpeg/640px-Rosetta_Stone_BW.jpeg)
Bez' ez eus ivez troidigezhioù diwar stumm kozh ur yezh e stumm a-vremañ an hevelep yezh, pa ne c'hall mui an dud nann-arbennik lenn ar skrid orin. Setu amañ ur skouer : eus an hensaozneg d'ar saozneg a-vremañ.
Nū scylun hergan hefaenrīcaes Uard, |
Now we must praise heaven-kingdom's Guardian |
En un doare strizh-kenañ ne vez troet nemet skridoù ; jubenniñ a reer eus an ober dre gomz ha gant ur jubennour(ez) e vez graet.
Al labour treiñ komzoù pe skridoù, pe an treiñ hepmui, an treuzyezhañ, a vez graet gant un troer pe un droerez. Un troour, un droourez a vez lavaret ivez eus neb a ra al labour en un doare ampart pe vicherel, goude ma n’eo ket ar memes tra na tost.
Kemm a lakaer etre treiñ lennegezh (an treiñ lennegel) ha treiñ kalvezouriezh (an treiñ kalvezel). Da neuze e verker peseurt danvez a zo da dreiñ, penaos e ranker e dreiñ, ha gant piv e vo troet, rak disheñvel eo al labour hag ar barregezh a zo rekis en daou rumm troidigezhioù-se.