From Wikipedia, the free encyclopedia
Un drobarzhell[1], pe c'hoazh un adstramm pe ur beriferell[2] eo anv kement ardivink a c'hell bezañ kevreet ouzh un urzhiataer ha sturiet gantañ a-benn kreskiñ e varregezhioù. Peurvuiañ e ranker kaout ur stur trobarzhell, eleze ur meziant arbennik staliet war an urzhiataer hag a c'hall mont en-dro gant ar reizhiad korvoiñ azas, da sturiañ pep trobarzhell.
Trobarzhelloù diavaez ha diabarzh a zo. An trobarzhelloù diavaez zo ardivinkoù a vez luget ouzh an urzhiataerioù, dre ur porzh USB peurliesañ. An trobarzelloù diabarzh avat zo staliet e diabarzh an urzhiataerioù. E-mesk an trobarzhelloù diavaez emañ da skouer : ar voullerez, ar skanner, al logodenn, ar c'hlaouier, ar savenn liesarc'hwel bureveg, an unvez gwereañ, ar c'hamera, ar mikro, ha kement 'zo... E-touez an trobarzhelloù diabarzh emañ : ar gartenn rouedad, ar gartenn kevregañ, ar porzh USB, ha kement 'zo...
A-drugarez dezhe e c'haller bouetañ an urzhiataerioù gant ditouroù ha reiñ urzhioù dezhe.
A-drugarez dezhe e c'heller gwelout ha klevout restroù.
Kent donedigezh an urzhiataerioù hiniennel, forzh peseurt ardivink luget ouzhpenn an teir elfenn diazez — ar gartenn vamm, ar c'hewerier hag ar memor labour (RAM, ROM, ha kement zo) — a veze sellet outañ evel un drobarzhell. Implij ledanoc'h-ledanañ an urzhiaterioù hiniennel en deus cheñchet termenadur an ardivinkoù diazez a ranker da gaout ha bremañ ne vez ket sellet ken ouzh ar c'hlaouieroù, an diskwelerioù, hag ouzh al logodennoù evel trobarzhelloù peurliesañ.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.