![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/3/35/Piercing-Barbell-Nipple.jpg/640px-Piercing-Barbell-Nipple.jpg&w=640&q=50)
Toullañ beg ar vronn
From Wikipedia, the free encyclopedia
Paotred ha merc'hed zo a blij dezho minellañ begoù o bronnoù, a gleiz da zehou peurvuiañ, a draoñ da grec'h a-wechoù. Deuet eo ar c'hiz eus California, digant un den anvet Jim Ward, perc'henn ur stal anvet Gauntlet e West Hollywood a doulle kroc'hen neb a baee er bloavezhioù 1970. Pa voe toullet hini tud brudet an amzer, evel Lenny Kravitz[1]. e voe roet brud vat d'e oberenn.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/3/35/Piercing-Barbell-Nipple.jpg/640px-Piercing-Barbell-Nipple.jpg)
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/28/Body_art.jpg/640px-Body_art.jpg)
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/4e/Nipples_after.jpg/640px-Nipples_after.jpg)
Lakaet e vez gwalennoù pe barrennoù d'ar bronnoù evit o c'haeraat a-hervez. Lod a ra abalamour da blijadur ar flouradennoù war groc'henn al lodenn gizidik-se eus o c'horf pa vezont o c'hoari-daou.
Toullet e vez dindan beg ar vronn, a-led peurliesañ pe a-serzh a-wechoù pe a-led hag a-serzh war un dro, d'ober ur groaz gant div varennig. Gallout a reer ivez lakaat meur a vravig an eil war-benn egile. Un 3 pe 6 miz a ranker gortoz avat a-rbenn peurbareañ ur c'hroc'hen a zo bet toullet, ha naetaat aketus gant dour holenet, met tud zo o devez ezhomm ur bloaz da vihanañ. Ret eo gortoz ar peurbare a-raok lakaat ur bravig nevez war-benn unan all.