From Wikipedia, the free encyclopedia
Un elfenn gimiek eo an titaniom ; Ti eo e arouez kimiek, 22 e niver atomek ha 47,867 e dolz atomek. Ur metal ardreuzat eo an titaniom.
| |||
---|---|---|---|
Skandiom – Titaniom – Vanadiom | |||
| |||
| |||
Niver atomek | 22 | ||
Rummad kimiek | Metal ardreuzat | ||
Strollad | 4 | ||
Trovezh | 4 | ||
Aozadur elektronek | [Ar] 3d2 4s2 | ||
Niver oksidadur | +2, +3, +4 | ||
Tredanleiegezh | 1,54 | ||
Skin atomek | 144,8 | ||
Tolz atomek | 47,867 | ||
| |||
| |||
E kailh ilmenit bet kavet e Kernev-Veur gant ar beleg kerneveurat William Gregor e 1791 e voe dizoloet an titaniom[1].
War-dro an hevelep mare e voe kavet ivez gant ar maenoniour aostrian Franz-Joseph Müller von Reichenstein, hogen ne voe ket gouest d'e dermeniñ. E 1796 e voe dizoloet adarre gant ar c'himiour prusian Martin Heinrich Klaproth en un tamm rutil en Hungaria, a roas un anv d'an elfenn nevez diwar ar ramzed anvet Titaned e gwengelouriezh Henc'hres.
En holl gevandirioù e kaver ilmenit ha rutil ; 6 000 tonennad ilmenit ha 700 tonennad rutil a voe kenderc'het er bed e 2011[2].
Kalet ha skedus eo an titaniom, ha kreñv eo enep ar merglañ (dour mor, dour real ha klor). Digemm e chom pa vez lakaet da zaremprediñ ur vazenn hag an darn vuiañ eus an trenkennoù. Deviñ en aer a ra pa vez bruzhunet, ha gouest eo da darzhañ. Ne goll ket e liv, hag e levnañ a c'haller digudenn.
Er c'hailhoù houarn (Fe), ilmenit (FeTiO3) ha rutil (TiO2) e vez kavet en natur.
Kenderc'het e vez dre lakaat e stumm oksidet (FeTiO3 pe TiO2) da dommañ gant karbon ha diglor (Cl2) a-benn kaout TiCl4, a vez tommet d'e dro gant gaz magneziom en un aergelc'h argon.
Eus 39,99 u (40Ti) betek 57,966 u (58Ti) eo skalfad tolz atomek izotopoù an titaniom. Pemp izotop stabil a gaver en natur : 46Ti (45,953 u), 47Ti (46,952 u), 48Ti (47,948 u), 49Ti (48,949 u) ha 50Ti (49,945 u) ; 48Ti a gaver an aliesañ (73,8 % eus an izotopoù Ti a gaver en natur).
Kendeuzet e vez gant an dir a-benn e danavaat hag e wareziñ diouzh ar mergl. Gant aluminiom e vez kendeuzet ivez evit e danavaat.
Alies e vez kendeuzet gant vanadiom pe gouevr d'o c'haletaat, ha gant metaloù all : houarn, manganez, molibden, da skouer.
Poultr-tarzh a reer gant titaniom, evit ma vefe skedus ar flammennoù (tanioù-arvest).
An darn vrasañ eus an titaniom a denner eus an Douar a ya da sevel dioksidenn ditatiom (TiO2), a zo un enlivad gwenn-kann a gaver el livajoù, er paper, en toaz-dent hag er mezelloù, a-douez danvezioù all. Gant PbO2 e veze graet gwezhall, met paouezet ez eus bet en abeg da bistriusted ar plom (kleñved ar blomegezh, anvet saturnegezh ivez).
Er c'hirri-nij, en egorlistri, er bigi-brezel hag en armoù ez arverer titaniom kendeuzet gant aluminiom, vanadiom ha metaloù all, peogwir ez eus ezhomm a vetaloù skañv, kalet, na faoutont ket, na verglont ket hag a zalc'h pell. E kement kenderc'had greantel a rank herzel ouzh ar mergl ez implijer kendeuzadoù titaniom.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.