Ti Rietveld Schröder
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ti Rietveld Schröder (nederlandeg : Rietveld Schröderhuis) a zo un ti bet savet e 1924 en Utrecht gant an arkitektour izelvroat Gerrit Rietveld evit an itron Truus Schröder-Schräder hag he zri bugel. Unan eus oberennoù skouer De Stijl eo. An itron Schröder a voe o chom ennañ betek he marv e 1985. Kempennet eo bet an ti gant Bertus Mulder hag hiziv an deiz eo deuet da vezañ ur mirdi. Lakaet eo bet war roll Glad bedel UNESCO e 2000.[1]