Thomas Müntzer
From Wikipedia, the free encyclopedia
Thomas Müntzer, Münzer, Muntzer pe Munzer (Muncerus e latin), ganet e 1489 pe 1490) e Stolberg (?) hag aet da Anaon d'an 27 a viz Mae 1525 e Mülhausen (Elzas), a oa ur prezegenner ha teologour Alaman eus penn kentañ an Adreizhadur (pe Disivoud Meur). E enebiezh kement ouzh Luther hag ouzh an Iliz Katolik a gasas anezhañ da enebiñ ouzh ar galloud gladdalc'hel a oa c'hoazh o ren e kreiz Bro-Alamagn. Unan eus an adaozerien grenn oa. Bez e voe unan eus levierien Brezel ar Gouerien e 1525. Tapet e voe en emgann Frankenhausen, jahinet ha lazhet.
N'eus ket kalz eus levierien an Aodazur en Alamagn heg o defe savet kement a zael betek an deiz a hiziv.[1] Ur bersonelezh dibar ha luziet, gwelet evel unan eus tud pouezus penn kentañ an adaozadur en Alamagn met evel unan eus dispac'hourien bouezus istor Europa [2]. Kazi holl an istorourien a-vremañ a bouez war ar fed n'heller kompren e obererezh dispac'her nemet dre e deologiezh : krediñ a rae Müntzer e oa tost fin ar bed hag e oa un dever evit ar gredourien wirion sikour Doue evit ma teufe buanoc'h ur prantad nevez eus istor ar bed. [3] En istor ar brotestantiezh en deus degaset traoù a-bouez e-keñver liderezh ha devarnerezh ar Bibl ha ne vezont ket barnet hervez o zalvoudegezh peurliesañ.