From Wikipedia, the free encyclopedia
Er yezhoniezh e vez implijet an termen tem (saoz.: topic pe theme) evit ober dave d'un elfenn resis eus al lavarenn m'emeur o komz diwar he fenn.
Ur wezh bet meneget e teu an tema da vezañ "kozh keloù", da lâret eo ur stlenn gouvezet dija, da skouer:
Tema a reer eus an elfenn er frazenn ma vez termenet ganti ar pezh emeur o kaozeal diwar e benn ha rema a reer ouzh ar prezegad ha vez deskrivet gantañ.
Ret eo ivez ober an diforc'h etre tema frazennel (saoz. sentence-level topic) ha tema prezegennel (saoz. discourse-level topic). Da skouer:
Amañ eo bet termenet un tema prezegennel er frazenn gentañ (ti Mikael). En eil frazenn, avat, eo bet termenet un tema frazennel (dezhañ = Mikael). Ne gemm ket an tema prezegennel avat hag a-drugarez da se e komprener diouzhtu da betra e ra dave ar frazenn diwezhañ.
Meur a doare ez eus a yezh da yezh evit diskwel pegoulz eo bet kemmet an tema, da skouer e brezhoneg:
E yezhoù all, avat, evel ar japaneg e vez implijet gante ur framm tema-rema ma vez merket atav un tema nevez dre implijout elfennoù arbennik, dreist-holl merk an tem, al lerc'henn (saoz. postposition), は wa.
Talvoudus eo merkañ an tema evit gallout ober hep rankout e adlâret gwezh ha gwezhall dre ma c'hell bezañ implijet raganvioù en lec'h temoù bet meneget dija e meur a yezh. Gant yezhoù amraganvelek evel ar japaneg avat e vezont diverket hepmuiken ha rankout a ra o c'hompren dre dielfennañ ar c'henarroud.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.