From Wikipedia, the free encyclopedia
Tauon (pe Lepton Tau, Rannig Tau, Tau), τ-[1] an arouez anezhe, eo an anv roet da rannigoù elfennel negativel o bec'h, hervez patrom standard fizik ar rannigoù. Kavet e voent etre 1974 ha 1977 gant ar fizikour stadunanat Martin Lewis Perl[2] hag e genseurted.
Evel ar c'hwarkoù, an elektron, ar muon, hag an neutrinoioù ez int lod eus familh al lepton.
Ar memes perzhioù fizikel ha reoù an elektronenn he deus an dauonenn, daoust da houmañ kaout ur mas (≈1777 MeV.c-2) tri mil pemp kant gwech brasoc'h : se zo kaoz e vez graet elektronenn dreistpounner anezhi ivez. Ur spin 1/2 he deus ha berr-kenañ eo he buhez : 2,8×10-13 s. Un neutrino — aroueziet ντ — a vez kevelet outi.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.