From Wikipedia, the free encyclopedia
Viet Cong, pe Việt Cộng evel ma skriver e vietnameg, eo an anv a raed eus armeoù an emsav komunour e Su Vietnam, hag en em ganne a-enep arme gouarnamant Su Vietnam hag arme ar Stadoù Unanet, e-pad Brezel Vietnam (1955-1975).
Deiziad krouiñ | 21 Gou 1954 |
---|---|
Anv er yezh a orin | Mặt trận Dân tộc Giải phóng miền Nam Việt Nam |
Anv berr | Việt Cộng, FNL, 越共, NFB, Вьетко́нг |
Brezel | Brezel Vietnam |
Stad | Viêt Nam |
Political alignment | Tu-kleiz |
Isaozadur | People's Liberation Armed Forces of South Vietnam |
Sez sokial | Memot District, Lộc Ninh |
Raklec'hiet gant | Việt Minh |
Heuliet gant | Vietnamese Motherland Front |
Deiziad divodadur | 4 Gou 1976 |
Operating area | Indez-Sina |
An anv Việt cộng a zo deuet war-wel e kazetenn kêr Saigon er bloavezh 1956. Ur berradur ez eo eus "Việt Nam Cộng-sản" (Komunour vietnamian) pe eus "Việt gian cộng sản" (Treitour komunour d'ar Vietnam). Ret eo gortoz ar bloavezh 1957 evit ma krogfe an anv Viet Cong da vezañ implijet e bed ar c'hornôg.
Anavezet e oa ivez ar Viet Cong gant al lesanvioù VC, Victor Charlie pe Charlie a-berzh soudarded al lu amerikan pe lu Republik Su Vietnam (ARVN). El lizherenneg fonetek an OTAN e talveze "Charlie" evit ar gomunourien dre vras. E Vietnam e veze graet kemend-all koulz evit ar Việt Cộng hag evit Lu Norzh Vietnam.
Eus tu Istor ofisiel bro Vietnam e vez graet "Arme dieubidigezh ar Su Vietnam" pe an "Talbenn broadel dieubidigezh evit Su Vietnam (National Liberation Front for South Vietnam; NLFSV) e vietnameg "Mặt trận Dân tộc Giải phóng miền Nam Việt Nam", berraet e "Talbenn broadel an Dieubidigezh" (National Liberation Front; NLF).
Er bloavezh 1969 e voe krouet gant ar Viet Cong ur gouarnamant da c'hortoz pe "Provisional Revolutionary Government of the Republic of South Vietnam" (Chính Phủ Cách Mạng Lâm Thời Cộng Hòa Miền Nam Việt Nam). Goude krouidigezh ar gouarnamant-se ez eo echu evit ar Viet Cong implijout an anv Viet Cong. Ar berzhidi a implijo an anv "An talbenn" (Mặt trận) en e blas.
Hiziv an deiz e ra mediaoù Vietnam dreist-holl gant an anv “Arme an Dieubidigezh” (Quân Giải phóng).
Goude Skrid-emglev Geneva er bloavezh 1954 ez eo echu gant kentañ brezel Indez-Sina (1946-1954). Bro-C'hall ha Republik Demokratel Viêt Nam a baouez gant ar stourm. Vietnam a zo rannet a daou du: Norzh Vietnam gomunour ha Su Vietnam vroadelour. Dilennadegoù war un adunvaniñ a oa bet prientet da vezañ lakaet da ober a-benn miz Gouere 1956. Ur vro rannet e daou a lakaas ar vroadelourien da gounnariñ met peogwir e oa gwanoc'h ar Vietnam er stad-se e voe laouen Bro-Sina. Zhou Enlai, kentañ ministr Sina, a varc'hataas un arsav-brezel gant ar Frañs da gentañ hag a lakaas da dalvezout dre-ret da Republik Demokratel Viêt Nam.
E-tro 90 000 Viet Minh a voe lakaet neuze da vont etrezek Norzh ar vro met chom a ra e Su Vietnam etre 5 000 ha 10 000 a frammerien. Ar re-se a voe karget gant gouarnamant Republik Demokratel Viêt Nam da vont etrezek ar politikerezh hag an hejañ tud.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.