From Wikipedia, the free encyclopedia
An Tacuinum (pe Taccuinum) Sanitatis zo un dornskrid krennamzerel diwar-benn ar yec'hed, savet diwar an Taqwim al‑sihha (pe تقويم الصحة en arabeg, da lavarout eo Taolennoù ar yec'hed), ul levr medisinerezh arabek skrivet gant Ibn Butlan; meur a zoare latin zo d'an oberenn-se, gant dornskridoù skeudennaouet fonnus.
Brudet mat e oa an Taccuinum en Europa ar c'hornôg e dibenn ar Grennamzer, ken e vez graet taccuino en italianeg hiriv eus ne vern pe zornlevr pe kaier. Ul levr a bouez eo evit studiañ medisinerezh ar Grennamzer, kenkoulz hag al labour-douar pe al louzoù.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.