From Wikipedia, the free encyclopedia
Sultan (Arabeg: سلطان) zo un titl islamek bet gwisket gantañ talvoudegezhioù disheñvel a-hed an istor. E penn-kentañ e oa un anv-kadarn arabek a dalveze kement ha "nerzh", "aotrouniezh", beli un den". Diwezhatoc'h e teuas da vezañ implijet evit envel renerien vuzulman embannet ganto o hollveliezh er fedoù (da lavaret eo na anavezent beli all ebet a-us dezho estreget o hini dezho o-unan) hep mont betek goulenn ar galifelezh klok evit kelo-se. Adal neuze e krogas an termen da zezverkañ talvoudegezhioù disheñvel hervez ar gendestenn.
Iskevrennad eus | penndiern |
---|---|
Relijion | Islam |
Organization directed by the office or position | sultanate |
Stumm benel an dikedenn | Sultanin, Σουλτάνα, sultane, sultanino, sultanka |
Stumm gourel an dikedenn | sultan, sultan, Sultan |
Evel m'eo termenet roll ar rener gant ar C'horan end-eeun ez eus ur pouez speredel ha relijiel war un dro gant ar sultan. Koulskoude, n'eus ket eus ar sultaned doktorien relijiel. Da geñveriañ, en Impalaeriezh vuzantat, e veze graet Kaezarpabelezh eus an unded relijiel ha stadel-se e metoù hengounel kristeniezh reizhkredennek ar reter. Nikolaz II, tsar Rusia eo bet ar penn-Stad anvuzulman diwezhañ gantañ ur galloud damheñvel. E Breizh-Veur, er furmoù, ez eo Monark Breizh-Veur war un dro e penn an Iliz hag ar Stad ha Gouarnour meur Iliz Bro-Saoz; er fedoù n'eo ken ar rouanez nemet penn an Iliz war baper; emañ ar statud-se da vezañ adwelet ivez p'en deus embannet ar priñs Charlez e venne bezañ 'difennour an feizioù' kentoc'h eget 'difennour ar feiz'.
Ar c'hentañ zo bet oc'h ober gant an titl a ' Sultan' eo bet ar Penn Turkmen Mahmoud a Ghazni (o ren eus 998 da 1030). War-lerc'h eo deuet 'Sultan' da vezañ titl ar Pennoù Seldjouk, an Durked Otoman, an Dierniezh Ayyubid hag ar renerien Mamelouk en Egipt. Skeudennaouet brav eo talvoudegezh relijiel an titl dre ar fed m'eo Kalif Kaero eo a roas an anv a 'Sultan' da Mourad Iañ, trede rener an Impalaeriezh Otoman e 1383. Beyed a veze graet anezho betek neuze.
Diwezhatoc'h ne voe ket ken niverus ken ar renerien o tougen an anv "sultan". Implijet eo bet an termen gant renerien gentañ tiegezh roueel a-vremañ Maroko. Hiziv an deiz ne vez mui implijet nemet gant Sultan Oman, Sultan Brunei hag aotrounez zo e su Filipinez, war Java hag e Stadoù kozh Malaysia zo bremañ e-barzh Stad a-vremañ Malaysia. Tachenn ur sultan a vez graet sultanad anezhi. E bed ar c'hornôg ez eus bet savet un termen sultanez; un droidigezh dizampart-tre evit ober anv eus gwragez ar sultaned.
Ar renerien vodern a fell dezho reiñ ton d'o galloud douarel en ur Stad a wir o deus dilezet tamm-ha-tamm an anv sultan evit degemer an anv a roue.
Hennezh a oa an titl diles, kevatal da sultan, a veze roet da vonarked islamek renerien tiegezh Oman en he div rouantelezh :
Hennezh a oa un titl kevatal all (deveret evit doare diouzh ar ger arabek Malik (roue)) implijet gant Sultaned Kilwa Kisiwani, e Tanganyika (hiziv an deiz e Tanzania)
Hennezh eo an tiltl (Ki)Swahili bet roet da meur a rener muzulman engenidik, troet peurliesañ gant an termen Sultan en arabeg hag e yezhoù ar c'hornôg. :
Hennezh a oa an titl engenidik e Stad tanzanian Uhehe
Er reizhiad tierniezhek Otoman e veze graet 'Sultaned' eus pennhêred ar Padishah (anvet ivez Sultan Meur e bed ar c'hornôg) o ren. Evit se e vez implijet an termen monarkek-mañ da dermen kevatal d'an hini a Priñs a wad e bed ar c'hornôg: Daulatlu Najabatlu Shahzada sultan (anv an den) Hazretleri Effendi; evit an eil pennhêr avat e oa an titl Daulatlu Najabatlu Vali Ahad-i-Sultanelezh (anv an den) Effendi Hazlatlari, d.l.e. Priñs Kurunenn ar Sultanelezh.
E Stadoù muzulman zo e veze implijet an termen 'sultan' evel un termen evit envel ar vrientinien ivez; evel-se e oa kont e khanelezh tartar Astrakan
E kalzik eus ar Stadoù savet dindan ar renerezh mongol turk goude ar galifelezh e oa un asez urzhaz milourel er mod gladdalc'hel, dekvedel alies (dreist-holl en impalaeriezhioù brasañ), a implije an titloù Khan, Malik, Amir da verkañ renk ar briñsed.
En Impalaeriezh pers, e veze graet 'Sultan' eus ur renk kevatal da hini ar C'habiten traken. Klotañ a rae gant ar pempvet renk anvet 'Ali Jah
Titloù islamek all
ha pelloc'h
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.