From Wikipedia, the free encyclopedia
Sturm, Ruger & Company, Inc., brudetoc'h dindan e anv Ruger, zo un embregerezh armoù-tan amerikan hag a brodu armoù-tan hiniennel. E sez a zo e Southport (Connecticut), ha labouredagoù en deus ivez e Newport (New Hampshire), Mayodan (North Carolina) ha Prescott (Arizona). Savet e oa bet an embregerezh-mañ e 1949 gant Alexander McCormick Sturm ha William B. Ruger.
Hervez an ensavadur-stad amerikan ATF e oa Ruger ar produour armoù kentañ Stadoù-Unanet Amerika e 2015. En eil plas e oa evit ar pistolennoù ha revolverioù nemetken (a-dreñv da Smith & Wesson) hag en eil plas evit ar fuzuilhoù ha karabinennoù (a-dreñv da Remington).
Sturm, Ruger & Company a voe savet gant William B. Ruger hag Alexander McCormick Sturm e 1949 en ur stal vihan e Southport (Connecticut).
A-raok en em lakjemp da labourat asambles, Bill Ruger a oa deuet a-benn da eilañ div bistolenn japanat Nambu en e garrdi, diwar unan prenet digant ur Marine e dibenn an Eil Brezel-bed. Ur wech divizet gant an daou zen produiñ o fistolenn damaotomatek .22 Long Rifle kentañ, Ruger a ouzhpennas enni tresoù al Luger P08 hag ar Colt Woodsman. Ganet e voe ar Ruger Standard, a reas berzh diouzhtu hag a roas lañs d'ar merk.
D'ar 16 a viz Du 1951 e varvas Sturm trumm. Ruger a chomas e-unan e penn an embregerezh. En enor Sturm e voe cheñchet e liv da erev logo ar merk, a zeuas da vezañ du, pa oa ruz betek neuze.
E 1964 e voe savet ar garabinenn damaotomatek Ruger 10/22, kambret e .22 LR. Berzh a reas ha produet e vez hiziv c'hoazh. 7 milion a skouerennoù anezhi a zo bet gwerzhet.[1] William B. Ruger a chomas e penn an embregerezh betek e varv e 2002. En holl e voe produet ouzhpenn 20 milion a armoù gant Sturm, Ruger & Co. etre 1949 ha 2004.
E miz Gwengolo 2020, an embregerezh a brenas Marlin Firearms digant ar Remington Outdoor Company.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.