From Wikipedia, the free encyclopedia
Skol Diwan Kemper zo ur skol vrezhonek kevredet e rouedad Diwan Breizh, skol vamm ha kentañ derez asambles, dezhi tri lec'h e kêr. Digoret e voe e Gwengolo 1977.
Savet e voe ur raktres evit digeriñ ur skol vrezhonek da zistro-skol 1977 gant un nebeud kerent[1] e 1975-76. A-raok e oa bet savet ur raktres heñvel gant kerent Goueled Leon hag an danvez mestrez-skol bet e darempred gant familhoù Kemperiz he doa dibabet klask mont war-zu an Norzh. D'an 3 a viz Meurzh 1977 e kejas tud Kemper ha re Bro-Leon evit sevel ar gevredigezh evit Breizh a-bezh ken e vefe kreñvoc'h al luskad nevez. Gweltaz ar Fur, levrdier e Kemper, a ginnigas ma vije anvet Diwan hag e gemeras ar garg a brezidant. Pa voe prest an traou abretoc'h e tigoras ar skol Diwan gentañ e Lambaol-Gwitalmeze e Mae 1977. Sell ouzh Skol Diwan Gwitalmeze.
Ken diaes e voe kavout al lec'h e Kemper hag e tigoras ar skol e karter al Lenn Du !en Erge-Vihan) en ur bod war ar maez. Lañset e voe ar c'helenn gant 7 skoliad. Bloaz goude e tleas ar gevredigezh kernevat chañch al lec'h ha kas anezhañ da Bloveilh.
Pa voe maer Ploveilh, Roparzh Omnes, ur brezhoneger hag ur stourmer evit ar brezhoneg e ginnigas ul lec'h en e gumun.
Da zistro-skol Genver 1992 e tilojas ar skol da straed Kervoger en ur c'harter a zo tost da Groaz ar Gardian.
Goude bezañ bet adkempennet e voe kinniget da Skol Diwan Kemper ar skol bublik gozh, straed ar Vande. Eno e voe staliet an eil skol, skolaj Diwan Kemper hag ar greizenn stummañ Kelenn.
Digoret e voe ar skol-vamm e kreizenn-dudi Krec'h-Gwenn e distro-skol 2020 gant ur vestrez-skol ha 12 skoliad.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.